Triadennoù

Genre
Divers
Langue
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

1 – Teir unanenn gentañ a zo, ha na c’hall bezañ nemet unan deus pep hini :
Un Doue, ur Wirionez, ur poent reizhet, ’lec’h ’n em gempouez pep enebiezh.

2 – Tri zra tarzhet diouzh an teir unanenn gentañ :
Pep buhez, pep mad, pep galloud.

3 – E tri red emañ Doue :
Brasañ lodenn vuhez, brasañ lodenn ouiziegezh, brasañ lodenn c’halloud ; ha na c’hall bezañ nemet ur muiañ dimeus pep tra.

4 – Tri bezañ n’hall Doue tremen hep o bezañ :
Pezh a dle bezañ ar peurvad,
Pezh a c’hoanta bezañ ar peurvad,
Pezh a c’hall bezañ ar peurvad.

5 – Tri dest Doue war pezh en deus graet ha war pezh a raio :
Galloud divent, Furnezh divent, Karantez divent, rak n’ez eus netra a gement n’hall ober, a gement n’hall gouzout, a gement n’hall lakaat da vezañ.

6 – Tri benn-ratoz Doue o krouiñ pep tra :
Dirumnañ* an Droug, [amoindrir
Nerzhañ ar Mad,
Disklêriañ rannoù pep tra, da c’houzout pezh a dle bezañ anavet ha pezh na dle ket.

7 – Tri zra n’hall ket Doue tremen hep o ober :
An talvoudusañ, an ezhommusañ, hag ar c’haerañ e pep tra.

8 – Teir azezidigezh ar vuhez :
N’hallout bezañ all,
N’eo ret bezañ all,
N’hallout bezañ mennet welloc’h ; hag eno diwezh pep tra.

9 – Tri bezañ, ret dezhe :
Dreist-holl* galloud[,] [suprême
Dreist-holl skiant,
Dreist-holl karantez Doue.

10 – Teir anadenn Doue :
Buhez kenholl*, [suprême
Gouziegezh kenholl,
Galloud kenholl.

11 – Tri abeg buhez :
Karantez Doue, gant ar skiant dreist-holl peurleun.
Skiant Doue oc’h anaout dreist-holl pep tu,
Nerzh Doue gant ar youl, ar garantez hag ar skiant dreist-holl.

12 – Tri gelc’h buhez a zo :
Kelc’h Keugant, e-lec’h n’ez eus den nemet Doue, na bev, na marv ha na zo den, nemet Doue, da c’hallout hen treuziñ.
Kelc’h Abred*, e-lec’h ez egin pep stad dimeus ar marv, hag an den en deus he treuzet, [de la Nécessité = ab, fils ; red, nécessité] 
Kelc’h Gwenved, e-lec’h ez egin pep stad dimeus ar vuhez, hag an den hen treuzo en neñv.

13 – Tri stad buhez ar re vev :
Stad Abred, en Annwn*, [an deun, le profond, la profondeur obscure, l’Abîme] 
Stad an emreizh*, en denelezh [ordre autonome
Stad ar garantez, pe gwenved*, en neñv. [félicité

14 – Tri red pep bezañ er vuhez :
Deraou en Annwn,
Treuziñ Abred,
Peurleunder an neñv, pe Kelc’h Gwenved ; hag hep an tri red, na c’hall bezañ nemet Doue.

15 – Tri seurt red en Abred :
An nebeutañ a bep buhez, hag eno an deraou,
Danvez pep tra, hag eno ar c’hresk, pehini n’hall bezañ ’n ur stad all.
Stummadur pep tra dimeus ar marv, hag ac’hane gwander ar vuhez.

16 – Tri zra n’hall nemet bezañ e pep buhez dre eeunder Doue : Kengouzañviñ en Abred, rak anez n’haller kaout gouiziegezh peurleun ebet war netra,
Gounit lod e karantez Doue,
Dont a-benn, gant galloud Doue, d’ober pezh a zo an eeunañ hag an trugarezusañ.

17 – Tri benn-abeg red an Abred :
Dastum danvez pep tra,Dastum anaoudegezh pep tra,
Dastum nerzh (kalon) da drec’hiñ pep enebiezh ha Gwastadur, ha da ’n em ziwiskañ dimeus an Droug. Hag hep[d] e, o treuziñ pep stad buhez, n’hall na bev na stumm dont da beurleuniañ.

18 – Tri reuz kentañ Abred : Ank, Ankoun, Ankoù.

19 – Tri benn-red a zo, kent peurleuniañ ar ouiziegezh :
Treuziñ Abred, Treuziñ Gwenved, Kounaat pep tra betek en Annwn

– Teir stagadenn ret ouzh Abred :
Direizhañ, rak n’hall bezañ a-hent-all,
Diankiñ dre Ankoù a-r aok Droug ha Gwastadur,
Kreskiñ buhez ha madelezh, gant emdiwisk an Droug o tiankiñ dre Ankoù, kement-se dre garantez Doue o virout pep tra.

21 – Tri du Doue en Abred, evit trec’hiñ war an Droug hag ar Gwastadur o tiankiñ ’n a-raok d’ar Gwenved :
Ank, Ankoun, Ankoù.

22 – Tri gentañ kendegouezh a zo :
Den, Reizh*, Gouloù [la liberté (l’Ordre autonome)

23 – Tri red trec’hus evit an den :
Gouzañv, Nevezaat, Dilenn : ha gant galloud an hini diwezhañ n’haller ket anaout an daou all kent ma tegouezhont.

24 – Teir re gevrenn* an den : [alternative

Abred ha Gwenved,
Red ha Reizh*, [ordre autonome
Droug ha Mad. Holl dra kompouez, ha galloud d’an den da’n em stagañ ouzh unan hervez e vennozh.

25 – Deus tri zra e kouezh red Abred war an den :
Yenienn ouzh ar Ouiziegezh,
Distagidigezh diouzh ar Mad,
Stagidigezh ouzh an Droug ; hag a gouezh dre-se ’mesk e barioù en Abred, hag a dro war e giz ’oa da gentañ*. [sa conditon antérieure]

26 – Gant tri zra e kouezher en Abred, gant red, kaer a zo bezañ stag, a-hent-all, ouzh pezh a zo mat :
Balc’hder ’hed Annwn,
Diwirionez ’hed Gobren*, [Mérite
Dizrugarez ’hed Kennil. Hag a dro war e giz d’an deneliezh ’vel a-raok.

27 – Tri benn-abeg stad an den :
Dastum a gentañ gouiziegezh,
Karantez,
Ha nerzh (kalon) hep Ankoù. Ha n’haller hen ober, ’tre Reizh* ha dilenn, a-raok an denelezh. [Liberté
Antri-hont a zo anvet an tri c’hourdrec’h.

28 – Tri c’hourdrec’h war an Droug hag ar Gwastadur :
Gouiziegezh,
Karantez,
Galloud ; rak ar gwir, ar mennozh* hag ar galloud a ra, gant o c’hennerzh, pezh a vennont, ha stad an den a zeraouont hag a zalc’hont da viken. [volonté]

29 – Tri c’halloud e stad an den :
Kompouezañs droug ha mad, hag ac’hane kemmadur*, [comparaison
Reizh an dilenn* hag ac’hane barn ha dilenn*, [choix puis préférence
Deraou galloud hervez barn ha dilenn ; rak ret ’int kent na ve graet netra all.

30 – Teir disheñvelidigezh ret etre an den, pep krouadur all ha Doue ;
Bevenn* an den, ha n’hen c’haller kaout da Zoue, [limite
Ret nevezi* an den, e Kelc’h ar Gwenved, dre n’hall gouzañv Keugant, ’lec’h Doue a c’houzañv pep stad gant gwenvidigezh*. [renouvellement et félicité]

31 – Tri benn-stumm stad ar Gwenved :
Dizroug, Diezhomm, Diziwezh.

32 – Tri daskor kelc’h ar Gwenved :
Awen gentañ, Karantez gentañ, Koun kentañ ; rak anez na ve ket a wenvidigezh.

33 – Teir disheñvelidigezh pep bev diouzh ar re all :
Awen, Koun, Galloudegezh verzout* ; da lavaret eo ez int kenleun e pep hini ha n’hallont bezañ boutin en ur bev all ; pep hini zo kenleun, ha n’hall bezañ daou genleunder en netra. [destinée (devenir)]

34 – Tri ro Doue da bep bev :
Kenleunder dimeus e ouenn,
Skiant e zeneliezh,
Distagidigezh e awen gentañ dimeus ar re all : ha dre-se pep hini a zo diheñvel dimeus ar re all.

35 – O poellañ* tri zra e vihanaer hag e c’hourdrec’her pep droug ha marv : [compréhension
O doare*, [nature
O c’hiriegezh, [cause
O feuroberidigezh ; ha kaout ’reer anezhe er Gwenved.

36 – Teir azezidigezh ar Ouiziegezh :
Bezañ achu treuz pep stad buhez,
Kounaat bezañ treuzet pep stad buhez hag e zegouezhioù,
Gallout treuzañ pep stad evel m’her menner evit arnod ha barn. Hag hennezh a gaver e Kelc’h ar Gwenved.

37 – Tri doare* pep bev e Kelc’h ar Gwenved : [prééminences
Galvedigezh, Gwirdevri, Awen*. Ha n’hall daou bezañ primheñvel en netra, dre ma ve kenleun pep hini e pezh a anata dezhañ ; ha na ve e holl vent ennañ. [la Vocation, le Privilège, le Génie – anata : distinguer]

38 – Tri zra dic’hallus nemet da Zoue :
Gouzañv peurbadelezh Keugant,
Derc’hel pep stad hep nevezi,
Ha gwellaat ha neveziñ pep tra hep hen ober war e goll.

39 – Tri zra n’haller teuziñ* da viken dre red o galloudegezh : [anéantir
Stumm ar bezañ,
Danvez ar bezañ,
Talvoudegezh ar bezañ : rak gant distagidigezh an droug a vefont da viken, pe bev pe marv, e lies stadoù ar c’haer hag ar mad e kelc’h ar gwenved.

40 – Tri rag-holl nevezadur ar stad* er Gwenved : [trois renouvellements de la condition humaine
Deskamant, Kaerder, Ehan, dre o zic’halloudegezh da c’houzañv Keugant.

41 – Tri zra war gresk :
Tan* pe c’houloù, [la Force
Skiant* pe Wirionez, [la Conscience
Ene pe vuhez : trec’hiñ a refont war bep tra hag ac’hane diwezh Abred.

42 – Tri zra zo o steuziañ :
Teñvalijenn, Disgwir, Marv.

43 – Tri zra oc’h en em gadarnaat bemdez, rak ar muiañ a gennerzhoù a ya ’enep dezhe :
Karantez, Gouiziegezh, Keneeunder.

44 – Tri zra war ’n em wanaat bemdez, rak ar muiañ a gennerzhoù a ya ’enep dezhe :
Kasoni, Kemmegiezh* (drougiezh), Diouiziegezh. [Déloyauté]

45 – Tri genleunder ar Gwenved :
Kevren, eus a pep stad hag eus unan anezhe dreist ar re all,
Heñvelekaat* ouzh pep awen ha trec’hiñ en unan. [co-gestation
Kaout karantez ouzh pep bev ha buhez, hag ouzh unan dreist-holl, da lavarout eo, Doue. Hag en tri-se emañ peurleunder an neñv hag ar Gwenved.

46 – Tri red evit Doue :
Divent dre e-unan,
Mentek dre bezh a zo mentek,
Unanet gant pep stad bev e Kelc’h ar Gwenved.

dindan-derv-4-300x274.png