Oberiantezh an danvezenn

Genre
Various
Language
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Kemeromp ur walenn vetal turgnet ha gobariet reizh war hec’h hed, ha greomp warni un esa a sacherezh evit arruout da vuzuliañ hec’h astennadur etre an daou boent A ha B. Pa vefomp arru tost d’ar poent e-lec’h e torro ar walenn, ni a welo war hec’h hed ur strizhadenn pe ouzhpenn unan.
Mar turgnomp adarre ar walenn ha mar c’hobariomp anezhi goude evit reiñ dezhi war hec’h hed treuzkizenn1 ar strizhadenn voanañ, ha mar reomp un esa nevez, a sacherezh war ar walenn, ni a welo adarre ur strizhadenn pe ouzhpenn unan war hec’h hed hag ar strizhadennoù-mañ a zo ’lec’h all eget e-lec’h e oa ar re gentañ. Perak ? Abalamour ma en devoa an dolzennigoù2 metal, ar wech kentañ, “roet dorn” (koulz lâret) an eil d’eben evit stourmañ, evel pa vefe an dolzennigoù-mañ krouadurien bev ha speredet.
An troc’hadur3 ar c’hreñvañ, goude pep esa a sacherezh ez eo, e gwirionez, hini ar strizhadenn voanañ.
An dolzennigoù metal a ro amañ deomp un testeni diouzh o oberiantiz. Daoust hag i a vefe ar c’hrouadurioù komzet dioute e-barzh an Driadennoù kozh, hag a vefe o teraouiñ da vevañ ar Vuhez e donder teñval kelc’h Annwn ?

PREDERENNOÙ I – Pa vez frotet daou damm koad buan-buan an eil ouzh egile e krog an tan enne ; pa vez skoet gant an dir war ar maen, an tan a strink ;
Dre holl emañ an tan evel e go e-barzh an holl danvezioù.
An empenn eo ar gefluskerezh a lak an danvezenn neñvek (an nwyvre pe ether) da gemmeskañ gant an danvezenn galet (Kalas).
Spegoù4 ar gefluskerezh5 loenel a zo bodet e-barz an empenn evel ma’z eo bodet spegoù al linennoù hent-houarn en ul lojenn er porzh-houarn.
An danvezenn diemlusk6 a gresk hag a ra he zroadur7 evel ar grouadurien bev : skouer, ar strink.
An danvezenn diemlusk n’ez eo ket dizoberiant.
An hengristenien (gwelit sant Ieron) a ouez e oa digenvez an douar-mañ e-barzh an ec’honder. Piv en devoa desket dezhe kement-se peogwir ar Romaned hag ar c’hresianed a oa diouiziek war ar poent-se [?] Moarvat ar Gelted, da lâret eo an Drouized.

(1) treuzkizenn : diamètre
(2) tolzennig : molécule
(3) troc’hadur : section
(4) spegoù : leviers
(5) kefluskerezh : machine
(6) diemlusk : inerte
(7) troadur : œuvre