ar Mor-spered

Genre
Divers
Langue
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

NEÑV, NWYVRE, ETHER, DOUE

Dre-holl e verv ar vuhez. Disheñvel e pep pellenn1 ha disheñvel c’hoazh er mor anvet ganeomp an Neñv, un hevelep bervadenn2 a geflusk anezhi dre-holl hag a daol bannoù er mor divevenn pe en neñv3, koulz hag er pellennoù. Koulskoude n’ez eus tan all ebet o terc’hel ar vervadenn-se nemet ar spered a vag anezhi, dre m’emañ ennañ dommder pep buhez. Dre-holl emañ o terc’hel buhez ar bed hag ar mor emañ ar pellennoù war neun [?] en e greiz[.] Pe an neñv pe c’hoazh an ether, n’ez eo ken nemet ur « Mor-Spered ».
An neñv, pe ar mor-spered, n’hall ket bezañ gwelet ganeomp en e zanvez, rak an danvez-se a zo re danav evit hor selloù. Ar re-mañ a dreuz an danvez-se hep her gwelout, evel ma treuz hor c’horf an aer e-dro deomp hep gouzout doare anezhañ. An danvez-se n’ez eo netra nemet « Bleudennoù Spered4 ».
Krouer ar bed a zo « Spered » eñ e-unan ha n’ez eo nemet spered. Evit krouiñ ar bed evel ma ra, hep diwezh, nag ehan, n’en deus nemet ur vammenn ma dennfe diouti ar Grouidigezh. Ar vammenn-se ez eo Eñ e-unan hepken. Dre-se n’hall tennañ dioutañ nemet Spered. Ha setu perak « kentañ danvez ar bed, an hini a zo dre-holl, a zo spered ha netra ken ».

kentelioù Yann ar Fusteg, sellit Lemenig gant Erwan Berthou : ar bed, d. 159

Ar ouiziegezhioù nevez a zo arru da reiñ da grediñ, goude an henfurnezh, emañ eien pep nerzh e-barzh an « ether » kevrinek (an nwyvre) ; klask a reont, dre oberiantiz an nwyvre, disklêriañ krouidigezh an danvezenn hag arruout a reont, tamm-ha-tamm, da welout ar Speredoù (an eneoù) e gwagennoù an nwyvre.

Al levrioù nevez

(1) pellenn : sphère
(2) bervadenn : effervescence
(3) dans la mer sans limites du ciel
(4) bleudennoù spered : atomes d’esprit