ar Grouidigezh

Genre
Divers
Langue
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Goulenn – A beseurt danvez e oe aozet ar Vuhezioù, bev ha marv, ar re a zo anavezabl evit an den dre c’halloud ar gweled, ar c’hleved, ar stok1, ar skiant hag an ijin2 ?

Respont – Graet ’int bet gant ar Manred3 da lâret eo gant elfennoù en o rannoù ar bihanañ, en o bleudennoù4 ar munutañ ; pep bleudenn a oa bevaet5 gant Doue, hag Hemañ a oa en un unanenn glok e pep bleudenn. Doue a oa e pep bleudenn diouzh ar Manred, ha bezañ a oa, war un dro, en o c’hement kenstagadenn6.

Barddas, L.I.d. 248

……………………………………………..

Goulenn – A beseurt danvez Doue a reas ar bedoù ?

Respont – Dioutañ e-unan, rak a-hent-all netra n’hall kaout deraou ebet dioutañ e-unan.

Goulenn – Penaos e teuas ar re vev hag ar vuhez ?

Respont – Diouzh Doue, hag e Doue e oant kavet da lâret eo ar vuhez diazezet ha klok. Da lâret eo e Doue oc’h ober unaniezh eñ e-unan gant ar marv hag an danvez douarek. Ac’hane eo savet ar c’heflusk hag ar spered, da lâret eo an ene ha pep bev ; hag an holl eneoù a zo e Doue hag o buhezioù, koulz o c’hent-buhez eget o buhez diveret7, rak n’ez eus kent-buhez ebet nemet e Doue, na buhez ebet nemet e Doue ha diouzh Doue.

Barddas, L.I.d. 256

AN DISKIBL
A beseurt danvez e reas Doue pep korf enaouet ?

AR MESTR
Gant rannigoù gouloù ar muiañ koazhet diouzh an traoù ar bihanañ. Ha koulskoude unan diouzh ar rannigoù-se a zo ar brasañ e-touez ar brasderioù en askont ma ez eo danvezenn8 pep korfelezh9 meizhet ha merzhet e galloud Doue. Hag e pep rannig ez eus un ec’hon10 kenmentabl11 klok gant Doue, rak n’ez eus netra ha ne c’hal bezañ netra bihanoc’h eget Doue e pep rannig.

Barddas, L.I.d.254

(1) ar stok : le toucher e galleg
(2) an ijin : l’instinct e galleg
(3) ar Manred : man (pe netra) ha red. Da lâret eo un netra hag a red (an ether).
(4) bleudennoù : atomes e galleg
(5) bevaet : animé e galleg
(6) kement kenstagedenn : agglomératon e galleg
(7) diveret : postérieur e galleg
(8) danvezenn : matière e galleg
(9) korfelezh : corporalité e galleg
(10) ec’hon : espace
(11) kenmentabl : commensurable