Alc’hwez kevrin ar vuhez

Genre
Divers
Langue
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR BARZH – Souezhus ez eo o devoa gallet an Drouized kozh menegenniñ1 ar savadur-koun2 anvez an Driadennoù daou vil bloaz a-raok hon amzer-ni. An Driadennoù a respont, estlammus ha poellus d’an holl goulennoù a c’hell spered an den ober diwar-benn ar Grouidigezh ha diwar-benn penn-ratoz an Denelezh. Rak, e gwirionez, poent ebet ne chom, en deñvalijenn. Hervez ar sklêrijenn a zeu, a-vremañ, da vezevelliñ ac’hanon. – ha me c’hoazh nevez deut da skol an Drouized – ez eo diarvar klok (evidon-me d’an nebeutañ) a biaoue an Drouized alc’hwez kevrin ar Vuhez. An dud-mañ a zo bet ar c’haerañ speredoù a zo tremenet war ar bed ; o gouiziegezh hollek a oa graet gant holl anaoudegezhioù an denelezh a-ziaraok. Biskoazh, ab’oe, n’ez int bet kompezet gant den all. Ne vane netra da lavarout en o goude.

AN DROUIZ – Ya, gallout a reomp lavarout ez omp arru amañ da stokañ ouzh ar peurleun3. An Driadennoù a zo, koulz lâret, kendastum4 an Amzerioù.

AR BARZH – Meizhadur Tri Gelc’h ar Vuhez a ra din degemer va buhez evel m’emañ. Va stad, er Gevredigezh, ez eo an hini a zo dleet dezhi bezañ dre red. Heuilh a ran an diglemmerezh5 hag argas a ran an emzispac’h6. Ar marv, evidon, pa ez on bremañ diskibliet7, en em ziskouez hep e neuz spouronus. Arru eo ? Aze ’mañ ? Ra vezo eta arru mat.

AN DROUIZ – « Na vern petra a c’hoarvezo, pezh a dle bezañ a vezo ». Furnezh don, spiswel8 estlammus ar barzh kozh Gwenc’hlan ! Pebezh dallentez eo hini an neb a lavar bremañ : « Doue a zo dreist-holl mat, netra ne c’hoarvez hep e youl » hag e lavar ivez, kerkent, pa vez gwallet e dra : « Va enebouien a zo enebourien Doue, bezañ ’int gwazed an Diaoul ». Mat e vefe koulskoude bezañ reizh9 : mar ne c’hoarvez netra hep Aotreadur Doue – un Doue evel ma veizhont anezhañ – neuze ’ta Doue n’ez eo tamm ebet dismegañset pa ez eo Eñ E-unan en defe skoazhellet an enebour. E gwirionez Gwenc’hlan eo an hini poellek Gwenc’hlan, ar barzh kozh, mestr er c’hentelioù drouizel !

AR BARZH – An enebiezh etre ar gristenelezh hag an drouiziezh, daoust ha reizh10 a oa ?

AN DROUIZ – Ar C’hrist n’ez eo ket deut da enebiñ ouzh an Drouiziezh. Al lezenn gristen ne bella ket an drouiziezh. Un driadenn a ro an dazlavar-mañ11 : « Tri barzh-sant e Lez Arzhur : Teilo, Kadog ar Fur ha Prideri ». Hogen spered dizalc’h an Douiziezh a zo bet a-viskoazh sellet evel ur spered gwallus gant ar renadurezhioù mac’hus, koulz ar re vroadel eget ar re gredennel, da lâret ar renadurezhioù a ouenn estren.

(1) menegenniñ : imaginer
(2) savadur-koun : mémorial
(3) peurleun : plénitude
(4) kendastum : somme
(5) diglemmerezh : acceptation du sort
(6) emzispac’h : révolte
(7) diskibliet : renseigné
(8) spiswel : clairvoyance
(9) reizh : logique
(10) reizh : juste
(11) dazlavar : déclaration