Eñvorennoù eus ar vuhezioù a-ziaraok

Genre
Various
Language
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Hervez an Driadennoù, unan eus gwalennoù, pe reuzioù1 kelc’h Abred ez eo Ankoun, hogen Ankoun a zo ivez unan eus troioù Doue evit ober d’an den trec’hiñ war an Droug ha war Gwastadur (pennabeg an distrujidigezh) en un dec’hel dirake da Gelc’h ar Gwenved. Evel-se ’ta an den ne vir ket ar c’houn eus e vuhezioù a-ziaraok. N’ez eo nemet p’arru e kelc’h ar Gwenved ez eo daskoret dezhañ e goun klok, rak hep se n’ez eus ket a wenvidigezh.

Koulskoude piv n’en deus ket miret un eñvor teñval eus un dra bennak tremenet ’lec’h all e-maez e vuhez a-vremañ ?

Ernest Hello, den fur breizhad, e-unan diouzh e « Zanevelloù dibaot » a studi un degouezh dic’hiz a ziskiantegezh2. Ar baron X… a zo heuilhet dalc’hmat gant spes ul liver lazhet gantañ, hervez e gred. Hello a laka unan bennak eus ar re a gomz en e zanevell da lavarout ez eus drouklazhoù speredel ha dre-se, emezañ, e sav kemmeskadur3 e spered an den klañv, betek ober dezhañ krediñ ez eo eñ e-unan en deus graet an torfed, e gwirionez.

Me a gred, kentoc’h, ez eus amañ un eñvorenn eus ur vuhez a-ziaraok. Piv, c’hoazh ur wech, n’en deus ket bet, ha ne vefe nemet keit ha padelezh ul luc’hedenn, ur gweladur diouzh un darvoud heñvel ouzh un darvoud all benna arruet hiriv, ha koulskoude an darvoud-hont n’ez eo ket bet trement e-pad e vuhez a-vremañ.

Skouer : bezañ ez eus ur ouiziegezh bennak a behini n’ez eus c’hoazh nemet nebeut a anaoudegezh en hon amzer-ni (n’ez eus ket pell c’hoazh ne ouezemp nemet nebeut a dra diwar-benn an tredan). Arruet a zo bet ganin-me lenn un disklêriadenn bennak nevez c’hraet, ha pehini n’halle ket bezañ graet a-raok : ac’hanta, me a oa diarvar da vezañ bet anaoudegezh « gwechall » eus an dra disklêriet.

Daoust hag eñ n’en deus ket aze un arouez eus an anaoudegezh am eus bet war an douar-mañ, pe war un douar all, eus ur ouiziegezh ankouezet ganin « bremañ » [?]    Alies, ha kalz amzer a-raok ne oe meneg eus an nijerezed, me am eus nijet evel un evn, en em huñvreoù.

Kaeroc’h : er bloavezh 1890, pa oan o chom e kêr an Havre, me a welas, en un huñvre, un nijerez vras o tont dre an aer, ’us d’ar mor, ha kalz a dud enni. Arru a-us da’m fenn – ’us da liorzh Mari Kristin – an nijerez a gouezhas a-zers4 em c’hichen. D’ar mare-se ne oa c’hoazh meneg ebet diouzh an nijerezed.

Nebeut a goun a chom er spered diouzh pezh en deus graet, pe gwelet, en ur vuhez all, e kelc’h Abred, hogen ur skeudenn bennak a c’hall chom, marteze, hag ar skeudenn-se a ya bemdez da get, tamm-ha-tamm.

An Ankoun a oa sellet gant an Drouized kozh evel unan diouzh tri reuz kentañ Abred (sellit an driadenn 18 ; sellit ivez an 21).

(1) reuz : calamité
(2) diskiantegezh : folie
(3) kemmeskadur : troubles
(4) a-zers : à pic