an Elfennoù

Genre
Various
Language
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Bezañ ez eus pemp elfenn : KALAS, GWYAR, FUN, UVEL ha NWYVRE (Kaleter, dourder, aezhennder, tander ha neñvder).

Diouzh KALAS e teu ar c’horfoù, da lâret eo an douar ha pep korf kalet ;

Diouzh GWYAR e teu ar glebder ha pep teuzusted1,

Diouzh FUN e teu pep c’hwezhadenn, pep avel, pep alan hag aer ;

Diouzh UVEL e teu pep tommder, pep tan ha gouloù ;

Ha diouzh NWYVRE e teu pep buhez2, pep keflusk3, pep spered, pep ene deneleg, ha diouzh e unanidigezh gant an elfennoù all e tarzh pep buhez4.

Hag en NWYVRE, hag en e gaerder-dreist, hag e-maez a bep tra all disheñvel, emañ Doue, rak Doue a zo Nwyvre, ha n’ez eus ennañ na nevezidigezh5, na marv, na gwastadur (pe breinadur) na digresk, da lâret eo : n’ez eus na lec’h nag amzer, ’lec’h n’emañ ket Doue.

Tennet diouzh ar Barddas, L.I.d. 382

NOTENN
An droidigezh saoz, displeget er Barddas, ’keñver-ha-keñver gant ar c’hembraeg, ne dro ket ar gerioù Calas, Ufel, Nwyvre (reiñ a ra anezhe evel m’emaint-i) ; gwyar a zo troet gant fluidity, Ffun gant breath, da lâret eo alan.
Er skritur kembraeg, e meur a lec’h, Nwyvre ha Nef (pe Nev) a zo roet an eil evit egile ; Nef (pe Nev) n’eo ket troet e saozneg. Ar Barddas a ro ivez Awyr, da lâret eo aer (Ffun, Wybr), Haul, da lâret eo heol (tan, ufel, uddel) ; Nwyvre (Enyded, Nyfel).
Er geriadurioù kembraeg nevez e kaver Nwyvre : yr elfen dan, ether ; nwyf : pervading element, da lâret, e galleg, pénétrant élément ; Enyded : padelezh, amzer, ec’honder ; Ufelai : oxygène ; Kaled : kaleter.
Ac’hane em eus troet :
CALAS : kaleter
GWYAR : dourder
FUN : aezhennder
UFEL : tander
NWYVRE : neñvder, éther

(1) teuzusted : liquéfaction
(2) buhez : vie
(3) keflusk : mouvement
(4) buhez : existence
(5) nevezidigezh : renouvellement