Divinadell ar Sphinx

Genre
Various
Language
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Yann ar Fusteg hag eñ bet ar gwellañ spered kelt en e glokter1, e-barzh an amzer-mañ, a gave un damheñvelder etre savadurioù arouezel an Ejipt kozh hag ar savadurioù meinek ragistorek : obelisk = maenhir, piramid = kromlec’h, templ Theb = daolmaen. Broiz an Ejipt, oberet gante ar savadurioù arouezel-se, daoust hag int a oa diouzh hevelep gouenn eget an dud dizanav ha dizanv o deus savet dre-holl, kalz pe nebeut, mein distumm ?
Yann ar Fusteg eo an hini, hag eñ hepken, da’m c’hredenn, en deus roet un disklêriadenn gwirheñvel eus ar Sphinx. Ar re eus an driadennoù barzhek a sell eus tri gelc’h ar vuhez a gomz eus stad « gobren » pehini a zo etre stad « Annwn » ha stad « Kenmil » (Annwn ez eo an donder teñval e-lec’h emañ ar vuhez o teraouiñ en ur goadur pounner. Kenmil ez eo ar bazenn a zo a-geñver gant ar c’henloenelezh).
Ar Sphinx a zo, hervez ar Fusteg, arouez Kenmil.
Oberourien desket ar savadurioù benaet-mañ2, daoust hag int o devoa anaoudegezh eus ar gelennadurezh treuzgaset gant an driadennoù, pe daout hag an driadennoù a oa diveret diouzh o hini ?
Daoust hag azeuladeg an Ejipsianed e-keñver al loened ne zivere ket diouzh ar gelennadurezh-se ? Daoust hag int ne welent ket holl stadoù disheñvel ar spered e stad Kenmil ?
Heñvelout a ra din a zo skuilhet un tamm sklêrijenn war an dalc’h-mañ gant studi an Driadennoù.

(1) en e glokter : authentique
(2) benaet : de pierre (de taille)