Anv Doue

Genre
Divers
Langue
Breton
Source
Paris, Heugel, 1931
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Pa roas Doue e anv, dre ul lavar, gant ar ger e tarzhas ar sklêrijenn hag ar vuhez, da lavarout eo : a-raok ne oa bev ebet nemet Doue, eñ e-unan. Gant al lavar eta e tarzhas ar sklêrijenn hag ar vuhez, hag an den, ha pep all e buhez. Da lavarout : kentarzhañ a reas unan a bep hini dioute. Ha Menou Hen, mab ar Menwys, ne welas tarzh ar sklêrijenn hag he skeud hag he gweled nemet evel-henn /|\, en tri bann, mesket enne ar sklêrijenn hag al lavar, da lavarout eo unanet a oa ar c’hlevoud hag ar gweloud, unanet gant skeud ha mouezh, hag unanet war skeud ha mouezh oa ar vuhez. Ha gant an tri-se, unanet, oa graet ar Galloud. Hag ar Galloud, eo Doue.

                                 Tennet eus ar Barddas, L.I.d.16

erwan berthou - dindan derv an drouized