I

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Carhaix, Vro (ar)
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Ar Vro, février et mars 1909
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR PRIZONIER e-unan
Labourer douar kaezh, ar reuzeudig ma’z on !
Setu me, va-unan, stlapet en un toull don,
En ur prizon teñval, e-giz un torfedour...
Ur miz a zo n’am eus nemet bara ha dour
Evit terriñ va naon ; va gwele yen ha lous,
Kalet da’m izili, zo un dornadig plouz.
Amañ e tiwaskan poanioù ar c’haletañ !
Peseurt torfed euzhus am eus-me graet eta,
P’emaon gant al laeron hag an torfedourien
En ur prizon ken brein, en ur prizon ken yen ?
– Peseurt torfed iskis am eus-me graet ? – Siwazh :
D’an amzer a vremañ laeron an hentoù bras,
Muntrerien divalav, ’vez lezet da vale.
Pa vezont prizoniet, ar prizon dizale
A zigor dirazo... hag e reont brasoc’h droug.
– Ur vamm morse na gas he bugale d’ar groug ;
Ar Republik neuze penaos a c’hellfe kas
D’ar groug he bugale, holl paotred a drabas ?
Nann, hor gouarnamant a lez gant plijadur
Ar seurt laboused-noz, dispac’herien hudur,
Da danañ, da laerezh iliz ha manerioù,
Da lazhañ war ar maez kenkoulz hag er c’hêrioù !
– Soudarded gall a-walc’h zo deut d’hor Breizh-Izel,
N’eo ket da lakaat peoc’h : klask beleien zo gwell
Evit o c’has d’ar marv. - Ne glaskent ket labour,
Kavet o deus avat, e Breizh, un enebour
Hag a sko taolioù mat, pounner ha didruez.
Breizhiz zo start, kentoc’h e kollfent o buhez
Eget na ehanfent da zifenn o Doue,
O beleien garet, o bro hag o Roue !
– Me, den kozh, am eus graet evel ar Vreizhiz all,
Ha setu an torfed e c’heller din tamall...
Yenaet edo va gwad gant va zri-ugent vloaz,
N’eus forzh, kavet am eus nerzh-kalon a-walc’h c’hoazh
Evit mont da zifenn hor madoù hag hon tud
Ouzh soudarded ar Republik, ken kriz, ken yud ;
Kalz tud (Doue, bezit truez ouzh o ene !)
A zo bet diskaret gant va falc’h warlene.
Va mibien kalonek, e-kreiz o yaouankiz,
’Vije o nebeutaat an dispac’herien griz
En hor bro, gant o zad ; paotred ar Republik,
Dindan taolioù dispar Gweltaz, Yann ha Laouig,
A zo bet kouezhet stank. Siwazh ! ur miz a zo
Ez int bet holl o zri tizhet gant ar marv !...
A ! Perak an Ankoù am lezas, me o zad,
War o lerc’h d’o gouelañ ha da gaout kalonad ?...
C’hoant am eus d’en em glemm... D’ur c’hristen arabat
En em glemm ouzh Doue ; ar pezh a ra zo mat !
Abaoe m’eo kouezhet an taol-se war hor c’hein,
Ne c’hellan disoñjal ouzh ar C’hallaoued brein.
Soudarded digalon, tud fall ha dizoue,
An diaoul en o c’hreiz, muntrerien o Roue !...
En nozvezh-se e oamp, me ha paotred Poullan,
Kuzhet e maner Stang en ur waremmad lann ;
Skuizh oa hon divesker o c’haloupat ar vro,
Ha setu ni kousket dinec’h, rak tro-war-dro,
Hervez ma kave deomp, n’oa soudard glas ebet...
– Un trubard hor gwerzhas... ha tennoù stank-meurbet
War-dro an hanternoz, hol lakeas war-sav !
– « Bevet ar Republik ! » emezo ’c’h ober dav...
– « Breizh ! Buhez d’ar Roue ! » emezomp en ur vouezh,
« Doue ha Breizh ! » Da-vat e tennomp en o zouez...
Evel kalz a re all, va zri mab oa lazhet,
Siwazh ! Me va-unan oa tizhet, gwall c’hloazet...
Beleien hor parrez a oa d’hon heul ganeomp ;
Neuze ’kerzhan d’o c’haout, o lavaret : « Tec’homp !
Ar buanañ gwellañ, tec’homp kuit, hep gortoz
Ar sklêrijenn da zont : tec’homp dre ma’z eo noz ! »
– Goude teuler ur sell war gorf va bugale
E redomp etrezek ar c’hoad, hag hepdale
Emaomp kuzhet, dizaon, dindan ar gwez hon tri.
Hogen kollet am boa kalz gwad dre va gouli
O redek evel-se ; ne oan mui mestr da’m fenn,
Boudinellet a rae va divskouarn, hag ouzhpenn
Ur boan vras am loske ; va c’halon ’vankas din...
– Pa deuas va nerzh din, e oa deut ar mintin :
An daou veleg, goude bezañ mat va gwelc’het,
A bede en-dro din daoulinet ha nec’het.
E oan c’hoazh o trugarekaat ar veleien,
P’am eus gwelet unan eus hon amezeien
O tont war-zu ennomp, ar re c’hlas war e lerc’h :
Ar re-mañ a dennas, ha neuze ’savas bec’h.
Ne c’hellen ket sevel : hon amezeg, tizhet,
Hep lavaret ur ger, a c’hourvezas, lazhet.
Ar veleien dispont a redas war e dro.
Met kerkent soudarded, gant kalz komzoù garv,
A grogas enno start, a stagas o daouarn
A-dreñv o c’hein dezho ; hag ur potailh houarn
A oa laket din-me, ha me ken dinerzhet !
Goude kalz gwall daolioù, e oa ret deomp kerzhet
Dirak ar soudarded, laouen ha lorc’h enno.
O vezañ bet paket un den hanter varv,
O vezañ bet palet daou veleg ken fidel
Da lezenn an Iliz, kuzhet e Breizh-Izel
Dre ma karent o Bro ! – Klozet ’omp bet amañ
E prizon bras Kemper ; hor buhez da vremañ
A zo deut d’he zermen, ha ra zeuy hon Doue
D’hor gervel davetañ, e veleien ha me !
Rak, me ’oar, kondaonet ’omp bet dec’h da vintin
Hag e vezimp kaset hiriv d’ar « gwilhotin ».
O klevout kement-se, ne ran nemeur a van.
Ne spont ket ur c’hristen mat war e dremenvan.
Gellet am eus kofes. – Saveteiñ va ene,
Doue ! – Rentit ar peoc’h da Vreizh, da’m bro Gerne !

Daoulinañ ’ra da bediñ. An nor a zigor dirak ur gward o tont er prizon.