ar Roc’h leñverezh

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Gwechall, a leverer, e veve e Konk-Leon, tostik da Lok-Maze-Penn-ar-Bed, ur pesketaer kozh, Ivonig e anv. Pizh-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha darev e oa atav da grediñ edo an dud o trouz-prezeg anezhañ. N’en doa evit ti nemet ur c’hozh kraou koad savet ouzh kein ur roc’h war gorre an tevenn.

O vezañ n’ez ae morse da di ebet, e vuhez a yoa heñvel a-walc’h ouzh hini un den gouez. Savet kerkent ha gouloù-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulmañ kordenn e vag evit mont lark da besketa, ha pa veze echu e labour gantañ, e teue en-dro evit mont da Gonk da werzhañ e varc’hadourezh ha distreiñ ac’hano d’e doull ti.

Daoust ne rae ken eus e vuhez, traoù iskis ha spontus zoken a gave ar besketaerien all da lavaret war-benn an ermid kozh.

Den morse ne lavare grik dezhañ ; ar vugale a dec’he kerkent ha m’her gwelent o tont e korn distro an hent-bras ; ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant euzh p’en em gavent dirak e zremm zu hag e gein chouket.

Kozhidi ar c’harter a gonte penaos gwechall — pell bras a zo abaoe avat — Ivonig a yoa deuet da chom er vro gant ur plac’h yaouank a-zoare. An tiegezh, koulskoude, n’ae ket kaer an traoù ennañ. Kement e seblante Ivonig bezañ kalet ha pizh, kement ez oa Noela madelezhus ha karadek.

Penaos bennak edo ar vuhez ganto, ar re gozh a gendalc’he da douiñ e oa marv ar vaouez gaezh gant an naon hag an diouer a bep tra, ret dezhi gouzañviñ a-berzh he fried. Setu ma chome Ivonig e-unan gant Lanig, a yoa heñvel-kaer ouzh e vamm.

Bazhatet bemdez gant e dad, hep un tamm kreun da lakaat etre e zent, ar c’haezh a gemeras an tec’h un devezh a oe, hep m’en divije den gouezet, abaoe, petra oa deut da vezañ. Neuze eo, pa welas edo an hu warnañ, e teuas Ivonig da sevel e lojenn war c’horre an tevenn.

Ar bloavezhioù a dremenas o tegas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil tro. Ivonig hepken a gendalc’he da vezañ didrouz, eürus bepred, evel pa vije difennet gant ur wrac’h bennak, gant ur galloud kuzhet, diaoulek marteze, a zegase dezhañ nerzh, yec’hed ha kalz pesked. Deut e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evezh war ar paotr pizh, o reiñ dezhañ kement a c’hoantae er bed-mañ. Paotred ar sabad, an hoperien-noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltañs a zo a deue, eme an dud, da goroll en-dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunezh dezhañ.

Tud chomet diwezhad war an tevenn o doa gwelet eno traoù souezhus, gwashoc’h zo ! traoù euzhus ha mezhus, na gredent komz anezho nemet goude bezañ graet sin ar groaz n’ouspet gwech.

An aotroù person, tad holl dud e barrez, evel m’eo anvet ganeomp, mantret gant kement a gleve, e glaskas distreiñ war an hent mat an dañvad dianket. Ne oe ket selaouet nemeur.

– Dilez da vuhez fall, Ivonig, eme ar person. Distro ouzh an Doue a ankounac’hao da bec’hedoù, ma teuez davetañ a greiz kalon ha ma roez da c’her e reni hiviziken ur vuhez gristen.

– It gant hoc’h hent. N’ez eus Doue ebet ! a hopas an den difeiz. It prim ac’halenn, ha n’ankounac’hait ket e lavaran deoc’h bremañ e taolin ac’hanoc’h en aod eus gorre an tevenn-mañ, ma tegouezh c’hoazh ganeoc’h dont betek amañ.

An aotroù person a ziskennas en ur ouelañ.

Hogen, setu un devezh ur gorventenn eus ar re vrasañ o tont eus ar c’huzh-heol. Ar mor pennfollet a deue da lipat betek gorre an tevenn, o kouezhañ goude-se war ar reier en un ober un trouz spontus. Al luc’hed a yae hag a deue dre an oabl, o treuziñ ar menezioù koabr du, hag e kleved goude tarzhioù kurun a lakae da grenañ an hardishañ pesketaerien. Pep tra a seblante bezañ dirollet hag a yoa evel darev da dreiñ ar bed holl war an tu gin.

Ar bagoù, a drugarez Doue, a yoa degouezhet o poent. Ne vanke hini ebet. An holl besketaerien ivez a yoa er gwasked. N’oa den eta war an aod, o vezañ n’edod war-c’hed eus mordead ebet chomet diwezhad ha taped gant ar gorventenn.

Kristen ebet war an tevenn ; kroazet e zivrec’h gantañ hag azezet e toull ur roc’h, Ivonig hepken a selle diseblant ouzh ar mor kounnaret.

Setu, en un taol, ma klever klemmoù truezus. Bezañ ez eus du-se, pell, pell, unan bennak o c’hervel eus e holl nerzh. Klevet mat a reer, en despet da drouz spontus ar mor o freuziñ war ar reier. Ivonig a sav sonn en e sav : e lagad, boaz ouzh ar mor, a wel ur vag en dremmwel. Ar vag-se ken dister a ra lammoù souezhus, a-wechoù war c’horre ar gwagennoù, a-wechoù-all e strad islonkoù don divent, darev atav da vezañ goloet.

Ivonig a azez a-nevez oc’h ober ur mousc’hoarzh !

– Unan nebeutoc’h da vont da besketa, eme ar paotr kozh digalon.

– Da vab eo, Ivonig, a zo ouzh da c’hervel !  a lavaras ur vouezh.

– Ya da ! Piv a zo amañ o komz ouzhin ?

– Hast buan, Ivonig, mar peus c’hoant da saveteiñ da vab ! eme c’hoazh ar vouezh.

– N’em eus mab ebet...

– Ra vezi eta milliget, den fall !

Ha raktal an tevenn a-bezh a oe sklêrijennet gant ul luc’hedenn dispar.

Hag un ael neuze, skedus evel an heol, ur pezh kleze en e zorn, a deuas d’en em ziskouez da Ivonig, a grene en dro-mañ evel ur bern delioù. Hag an ael a lavaras :

– Den kozh, an Aotroù a zo deuet da skuizhañ o welet da galon ken kalet. Kredet en doa e vije deuet da voukaat gant an darvoud-mañ, hag ez pije goude troet kein da’z tizurzhioù. N’ac’h eus karet morse na da Zoue, na da wreg[,] na da vab, na den. Lakaet ec’h eus da holl garantez er madoù vil a dremen gant ar vuhez. Karget ’on gant Doue da zegas keloù dit eus e varnedigezh. Da ene a deuio dre amañ da huanadiñ, en-dro d’ar roc’h-mañ, bep tro ma kouezho ar gorventenn war aodoù Breizh.

...............................

Pa en em sav ar tarzhioù, par c’hwezh an avel viz, e klever ar Roc’h o ouelañ, oc’h huanadiñ keit ha ma pad ar gorventenn.

Setu perak, eme an hini a gonte din an dra-mañ n’eus, nag e Konk na war-dro, den pizh na den digalon ebet.