Park ar burzhud

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

N’oa dre holl nemet gwad d’an ampoent.

Seblantout a rae en doa Doue troet kein da Vro-C’hall.

Ar gwazed a vrezele an eil ’enep d’egile koulz ha pa dleje ar vuhez padout atav, koulz ha ma vije bet gounidigezh un eur ken talvoudus hag ar vuhez peurbadus. Pell a yoa ne weled mui ar mousc’hoarzh war muzelloù an dud yaouank, ar vugale a gave divlaz o c’hoarioù, hag ar mammoù gwisket ganto o dilhad a gañv, a dec’he diouzh o ziez evit mont d’an harlu da glask ur vuhez siouloc’h.

Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pelec’h eta edo Doue d’ar mare-se ?... Lezet en doa pobl ar Frañs gantañ e-unan.

***

Dorioù pounner maner kozh Kervern, du-se, a wel d’ar mor bras, a yoa serret-kloz ; ne gleved ket an disterañ trouz, nag er porzh, nag en dourell vras ; youc’h ebet, klemmadenn ebet...

– N’eus den ennout, kastell kozh ?

Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traoñ war evezh hag o pediñ :

– Marv eo va c’halon, n’eus mui netra evidon er bed-mañ. Anavezet em eus plijadurioù an douar ; bevet ha karet em eus. Bremañ avat, va bro a ra mezh din ! Chomet ’on va-unan, an hini a dlee bezañ va fried a zo marv war ar chafod ; feal bepred hag o plegañ dindan dorn Doue, e savas ar skalier griz, oc’h adlavaret komz e dadoù-kozh « Da Zoue va ene, va gwad d’ar roue ha va c’halon dezhi ! » Ha Daniel a Gergadeg a varvas goude, evel ar roue-merzher.

Ivona eo an hini a anve pa lavare dezhi !

Hag Ivona, he-unan bremañ, a ouel, dilezet en he zi, endra m’emañ he zad e penn ur strollad Vanleaned (?) o stourm kalonek.

***

Petra eo ’ta an trouz-se ?

Skoet zo bet ouzh an nor, hag ar plac’h yaouank a zo enkrezet.

– Piv eta a zo aze ?

Ivona a zilamm hag a c’halv ; ur vatezh a heuilh anezhi, hag e sell a-dreuz toull an nor.

– Salver benniget ! hon aotroù person eo !

Ha neuze eo mall ganti digeriñ frank an nor vras.

– Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazhellet gant Doue ! Emeur war va lerc’h evel war lerc’h ul loen fall, ha koulskoude gwelit : dougen a ran aze korf sakr Hor Salver em sac’hig seiz !

O klevet ar c’homzoù-se, ar gwragez santel a gouezh d’an daoulin evit azeuliñ didrouz an Doue a blij gantañ tremen dreist treuzoù o zi.

– Dont a ran eus Gwened, skuizh-marv, eme ar beleg adarre. Lezit ac’hanon da ziskuizhañ ur pennad hepken, ha neuze warc’hoazh vintin, kerkent ha gouloù-deiz, me a gemero adarre an hent evit mont war-zu an aod, ’lec’h ma’z eus ur c’hlañvour kaezh o c’hedal e nouenn a-barzh mont d’ar vuhez a bado atav.

***

An noz a dremenas didrouz.

Pa darzhas an deiz, pa deuas ar c’hentañ sklêrder da alaouriñ kribennoù an tarzhioù mor, an den kozh enorus a guiteas ar maner, an Aotroù Doue war e galon. Mont a ra, kalonek ha kreñv, evel un den e-kreiz e nerzh. Pres zo warnañ. E pelec’h eta emañ an enebour ?

Emañ war evezh. En amzerioù-se ken trubuilhet, mezvet gant ar gounnar hag ar gwad, ur vandenn laeron a zo ouzh e spiañ, ouzh e heul.

E pelec’h kuzhat ? Da belec’h mont ?

Aet eo barr warnañ, ha koulskoude gant aon na ve saotret an teñzor a zo en e gerc’henn, ar person kozh a red, a gouezh meur a wech hag a sav adarre.

Setu ma klever trouz un tenn... hag ur glemmadenn skiltrus... horjellañ ’ra ar beleg, hag e kouezh... Trec’het eo an den !

Ha setu un osti wenn o tont eus kerc’henn an hini lazhet, o sevel en aer, o tont hag o vont poulzet gant an avel ; aet eo da gouezhañ e-kreiz ur park...

Er park-se, goloet neuze a reier, an holl vein abaoe o deus stumm ar groaz.

A-zalek ar mein bihanañ betek ar re vrasañ, holl, hep ma vankje unan, holl ’int troet e kroazioù. An dud gouiziek a lavar ’int bet netaet, sklêraet ; ar Gristenien avat a lavar eo se ur burzhud.

Ha pa’z efet dre Wened, it hoc’h-unan da welet ha gaou eo ’lavaran.