Erminig ar roue Konan

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Abaoe tost da bevar c’hant vloaz, Bro Arvor a huanade dindan galloud gwasker ar Romaned kriz. Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em sevel, gounit o frankizioù tremenet ; hogen, trec’het e oant bet dalc’hmat, ha bourrevien Rom a gendalc’he atav da waskañ anezho ar gwashañ ma c’hellent. Arvoriz, boaz ma’z oant da c’hourc’hemenn, a gave kaletoc’h a se plegañ d’an estren.

War-dro ar bloaz 383, an den kriz Maksim a c’halvas d’e sikour ur brezelour yaouank a Vreizh-Veur, anvet Konan Meriadeg. Hemañ, trellet gant promesaoù kaer an tirant, a oe mall gantañ kuitaat e stadoù evit dont da Vro-C’hall.

Konan Meriadeg a yoa ur priñs yaouank kalonek ha kadarn ; en un nebeudig devezhioù en devoa dastumet un arme darev da vont d’ar brezel dindan e urzhioù, darev ivez da lazhañ pe da vervel gantañ.

Konan Meriadeg en devoa fiziañs en e ouiziegezh hag en e nerzh-kalon, kerkoulz ha m’o devoa ar Vretoned fiziañs en o mestr.

Konan a reas pourchas meur a lestr a vrezel ha lakaat martoloded warno, hag e teujont da zouarañ war aodoù Leon.

A-raok mont pelloc’h war douar an Arvor, Konan a fellas dezhañ reiñ un tamm diskuizh d’e dud a vrezel. Ober a reas eta d’e dud chom el lec’h-se, endra ma’z ae, eñ, gant un nebeut dijentiled, da welet ar vro a-dost evit ober anadoudegezh ganti.

Diouzh un tu, ar c’hampadur a yoa gwaskedet gant ur c’hoad teñval ha sioul ; diouzh an tu all betek an dremmwel, ne weled nemet pradeier, runioù hag un nebeut lanneier. Eno e weled o sevel lorc’hus o fenn war-zu an neñv, ar meinhir hag ar peulvanoù, c’hoant ganto d’en em sevel uheloc’h c’hoazh dirak an dud estren-se evit stankañ an hent outo, evit miret na vresfent mui pelloc’h douar sakr an Arvor. Goude bezañ chomet ur pennad brav, nec’het a-walc’h da sellet ouzh ar mein iskis-se, Konan hag e vignoned a gendalc’has gant o hent.

roue konan

Ha setu m’en em gavjont dirak ur stêr ledan, diaes-kenañ da dreizhañ...

– Nec’het ’on, eme ar priñs.

– Distroomp war hor c’hiz, eme ar re all.

– Distreiñ ?... Biken !... Kentoc’h e tremen[f]en ar stêr diwar neuñv.

Kendelc’her a rejont c’hoazh ur pennad gant o hent, o klask un treizh bennak da dreuziñ ar stêr, pa glevjont evel ur glemmadenn.

– Petra eo ar vouezh klemmus-se am eus klevet ? a c’houlennas Konan o treiñ ouzh e dud.

– N’em eus klevet netra, aotroù ! eme unan.

– Faziet ’oc’h bet, kredabl, aotroù ! eme unan all.

Hag ez ejont a-nevez en hent. A-benn ur pennad, Konan a chomas adarre a-sav.

– E gwirionez, emezañ, ne fazian tamm ebet... Selaouit-c’hwi hoc’h-unan...

Holl e chomjont da selaou. Klevet a raent mat bremañ klemmoù goustad ha skiltrus hag a deue betek o divskouarn.

– Sellit ! eme ar priñs breton, al loenig koant-se eo a glevemp oc’h huanadiñ. Gouliet e rank bezañ, rak doare en deus da c’houzañv kalz.

Hag o komz evel-se, Konan a ziskouez d’e vignoned ul loenig bihan, bihan-tre, gwisket gant ur sae wenn-kann, nemet beg e lost a yoa du.

– Na kaerat loen ! eme Konan, na me ’garje e dapañ evit hel louzaouiñ !

– Al loenig-se, eme unan eus ar vrezelourien, a zo un erminig. N’eo gouliet e doare ebet, aotroù. C’hoant en deus da dreuziñ ar stêr. Hag evel n’hell ket hen ober hep stlabezañ e sae wenn, ez en em ro da ouelañ : gwell eo gantañ mervel eget en em saotriñ !

– Me a zo o vont da esa e dapout ! O pebezh loenig brav !

Ha setu Konan o vont war-zu ennañ. O klask tec’het, an erminig a reas ul lamm e-kreiz al lec’hid, ha kerkent e laoskas ur youc’hadenn skiltrus, he zroad a yoa stlabezet-holl, hag e teuas war he c’hiz d’en em deurel etre daouarn astennet ar priñs Konan.

– O erminig koant ! eme Konan o tremen e zorn war he c’hein hag o sec’hañ he zroad gant un tachad eus e vantell. Ha kerkent he zroad a deuas da vezañ gwenn-kann evel diagent.

An erminig anaoudek a reas ur sell karantezus ouzh Konan evel p’he divije bet c’hoant da lavaret dezhañ : Bennozh Doue !

Eno ec’h erruas e veaj, mall oa gantañ distreiñ da gaout e dud evit diskouez dezho e gavadenn. An erminig he-unan ne glake mui tec’hel, evel pa vije deuet da vezañ doñv en un taol.

A-c’houdevezh, Konan a zalc’has mat d’e erminig, hag houmañ eus he zu a zalc’he tost d’ar priñs ; heuilhañ ’rae anezhañ e pep lech, evel ur c’hi mat.

Meur a vloavezh a-c’houdevezh, ar gwasker Maksim a falvezas dezhañ goprañ ar priñs yaouank breton evit an taolioù-kaer en doa graet eus a-zalek Dol betek Naoned o trec’hiñ e enebourien ; hag e roas dezhañ Bro-Arvor e leve.

Evel gouarner, Konan Meriadeg a glaskas atav ober ar muiañ ’r gwellañ a vad d’e sujidi. Ha setu penaos e teuas da vezañ karet-meurbet gant an holl Arvoriz, betek zoken kinnig dezhañ an anv hag ar garg a roue. Konan n’oa ken nemet dug betek neuze. Gant kalz a blijadur ec’h asantas kemeret an anv hag ar garg a roue an Arvor. Maksim n’esaas tamm ebet miret outañ d’hen ober, rak m’en doa ar garg pell a yoa.

An Arvoriz a oe eürus gant Konan. Reiñ a reas dezho o frankiz gwechall, ha bezañ o devoe o lezennoù dezho o-unan.

A-zalek neuze, Tramoriz deuet da heul Konan Meriadeg hag an Arvoriz ne rejont nemet ur bobl. Roet e oe dezho an anv a Vretoned Arvoriz, hag hiziv o anver Bretoned pe Breizhiz. Liammoù start a gerentiezh a unane Arvoriz ha Beizhiz Tramor ; en em welet a raent alies, hag alies ivez o istorierien ne reont anezho nemet ur bobl hepken, ar Bobl geltiek.

Met, petra oa deuet erminig ar roue Konan da vezañ e-pad ar c’houlz-se ?

Un devezh brezel, al loenig brav, hag a gare kalz e vestr Konan, a guitaas teltenn ar priñs, en despet d’an holl lazigoù a rae dezhañ Darera, gwreg ar brezelour, ha Gwenola e verc’h ; ar re-mañ o doa graet pep tra evit e zerc’hel.

Galoupet he devoa an erminig, galouper eus holl nerzh he divesker betek an dachenn a vrezel, da gaout ar priñs roue Konan.

Ar vrezelourien a anavezas anezhi a-bell, diouzh he sae wenn :

– Erminig Konan ! emezo holl war un dro.

Ar roue a vousc’hoarzhas, hag a oe evel laouen naet ha kennerzhet o welet e erminig ; skeiñ a reas ken kalet war e enebourien ma kemerjont holl an tec’h evel pa vijent spontet.

Ar vrezelourien a deuas d’o zachenn a ziskuizh o tougen ganto an erminig gant kalz a enor.

– Pokit c’hoazh ur wech da Wennig, c’hwi, Darera, ha c’hwi ivez, va merc’hedigoù karet, a lavaras Konan o tiskenn an erminig d’an douar. Pa’z eo degouezhet en hon touez edomp o vont da gilañ ; hogen, ar gwel hepken eus al loenig banniget en deus roet deomp nerzh-kalon hag hon eus evel-se roet lamm d’an enebourien divadez.

Gwennig a oe karget a bokoù hag a lazigoù. Bep seurt enorioù a oe rentet dezho c’hoazh gant ar vugale a zouge anezhi en-dro d’an deltenn, e-giz ma rae ar soudarded goude an emgann.

A-zalek neuze e oe miret ur c’hrogn d’an erminig e teltenn ar roue. Pa oe deuet an noz e oe kaset di da lojañ, hag an holl a yeas kuit goude bezañ nozvezh vat dezhi.

Gwenola vihan a bokas betek teir gwech d’an erminig, kement a boan he devoa o tispartiañ diouti. Un dra bennak a yoa marteze o lavaret dezhi ez oa un darvoud bennak o vont da zegouezhout gant he loenig e-pad an noz. Koulskoude, evit sentiñ ouzh he breudeur hag he c’hoarezed, Gwenola a dechas evel ar re all.

Kerkent ha gouloù-deiz edo an tiegezh war-sav. Klevet e oa ur vouezhig klemmus e-kichen dor an deltenn. Gwenola eo a oe da gentañ oc’h anavezout mouezh he Gwennig ker. Digoret an nor, petra oe gwelet ? Gwennig astennet war an douar, ken kailharet ma vije bet diaes-bras d’un diavaeziad gouzout petra ’oa. Krediñ a c’helled e oa bet soubet en ur poull annoaz [?].

– Gwennig ! o Gwennig paour ! eme ar vugale darev da ouelañ.

Lagad Konan a yoa entanet, hag e selle pizh en-dro dezhañ. Klask a rae an digalon, rak, hep douetañs, graet e oa bet an taol gant unan bennak a-dost, enebour dezhañ. An erminig vat a reas ur sell truezus ha mantret ouzh he mestr karantezus, ar roue Konan, ha prestik goude e varvas.

Soudarded Konan a zegasas dirak o mestr ur spier kavet ganto o rodellat war-dro an teltennoù. An aon rak ar marv a reas d’an den-mañ anzav en doa e gwirionez soubet Gwennig an annoaz [?] : gouzout a rae ervat e varvje gant an anken o welet he sae wenn mastaret en doare-se ; gouzout a rae ivez e rake kalz poan da Gonan, e enebour.

Hervez ma lavar an istor, Konan a lezas e vuhez gant an torfedour, er gwel eus madelezh an erminig. E-pad ar c’houlz-se, ar vugale o doa savet korfig an erminig ; Darera a walc’has dezhi he sae, ha goude e oe douget d’an douar. War he bez e oe savet ur peul maen ha skrivet e oe warnañ ar c’homzoù brezhonek-mañ :

Ar marv kentoc’h eget ar c’hailhar !

E koun eus an erminig Konan a reas lakaat he skeudenn war e holl zilhad, ha zoken war e vannieloù. Alies e lakae ivez ganti ar c’homzoù emaon o paouez skrivañ.

Setu aze penaos ez eo bet savet ardamezioù Breizh-Izel.

Hor rouaned kozh koulz hag hon duked a c’helle gant gwirionez lavaret da baotred Bro C’hall :

Erminigoù Bro-Vreizh a zo un tamm mat koshoc’h eget lili Bro-C’hall !

Kentoc’h mervel eget bezañ kailharet !

Ar c’homzoù kaer-se a dlefe bezañ diviz pep kristen !