IV diviz

FAÑCH ha GWENOLE, HERVE
FAÑCH
Sell ! Herve eo a zo o vont aze… Hep ! Herve !… Penaos ez a ar bed ganez ?
HERVE
N’ez a ket kaer, siwazh ! Va fenn a zo teñval ha va c’halon a zo gwasket gant an enkrez. Un arnev eus ar gwashañ a darzh war hor bro, hag hervez ma welan, meur a hini ac’hanomp a vezo kaset da gaozeta.
FAÑCH
O daonched ! Mignon paour, komz a rez evel profeded an amzer gozh, ha piv a c’hello gouzout petra ’fell dit lavaret ? Gwenole amañ en deus ur c’heloù meur espernet gantañ evidomp. Edo o vont d’her reiñ da anaout pa’z out degouezhet. Kendalc’h gant da gaoz, Gwenole ; marteze ez pezo an eurvad da ziroufennañ tal Herve, hor mignon mat.
HERVE
Lavar ’ta, Gwenole, petra ’c’heus pe gwelet pe glevet. Aon am eus n’ez pefe netra da zeskiñ din.
GWENOLE
Ur beajour eus va mignoned a zo nevez bet e Pariz.
FAÑCH
Ac’hanta ?
HERVE
Penaos ez a an traoù dre eno ?
GWENOLE
Ur maread beleien, emezañ, n’oa ket falvezet ganto ober al le da sentiñ ouzh lezennoù difeiz ar gouarnamant, a zo bet kroget enno ; ereet ’int bet, kaset d’ar bac’h hag ac’hano d’an droc’herezh gouzougoù, hep pell dale. Kaset zo soudarded dre bevar c’horn ar vro gant urzh da lakaat touerien e pep parrez.
HERVE
Ne c’houzañvimp biken un hevelep sakrilaj !
FAÑCH
Ne raimp kammed evit mont war o zro !
GWENOLE
Ni a guzho mat hon aotroù person ker !
FAÑCH
Ha ne vezo kavet Judaz ebet en hon touez !
HERVE
Doue r’ho klevo, va mignoned !… Met, petra ’n tanfoeltr a glevan-me du-se ? Nag a drouz ! Daoust ha petra ’ve a-nevez adarre, en hor bourkig ken sioul peurvuiañ ? Mont a ran d’ar c’hleuz da welet.
FAÑCH
Gwel ’ta, Herve, ha distro buan.
HERVE o tistreiñ
Ur maread tud o tremen… Gwelet a reot anezho, mesdouet ’int erru ’trezek amañ.
GWENOLE
Lavaret a raen eta ez a an dispac’h war he gwashañ. Ar Vretoned a deu da heugiñ gant an euzh ; ar gwad a verv e gwazhied ar Chelted. N’eus ken nemet ur mennozh e kalon kement Breizhad a zo, ken en Arvor, ken en Argoad, ken er Menez. E-kostez Kastell-Paol dreist-holl, ar c’houerien a zo en o sav ; kemeret o deus fuzuilhoù, pennoù-bazh, filc’hier, evit mont da heul aotroù Kermenguy ha dijentiled all. Trouz tostoc’h-tostañ. En em dennañ a reont dreist-holl er c’hoadoù, el lec’hioù distro ; eno eo ivez e roont o urzhioù. War a leverer o deus betek-henn dalc’het penn, meur a wech, d’ar Republikaned dispac’herien a stlej an tan, ar marv hag an anken dre gement lec’h ma tremenont. Ar Re-C’hlas, a leverer, o deus spont rak paotred ar blev hir, pe paotred ar Galon-Sakr, evel ma’z anvont anezho. Lod all a ra ar Re Wenn anezho, abalamour, kredabl, m’o deus keuz d’ar roue mat Loeiz c’hwezek ! Mat ! emañ erru warnomp an dremenidi… Petra ’glevan ?… Kanaouenn ?… A ! ya fidandoule ! brav eo kanañ p’emañ ar gwad gwerc’h o ruilhañ en hor c’hêrioù evel an dour e gwazhioù ar pradeier !
KANAOUENN er pellder, o kreñvaat dre ma dosta
Gwallet ganto hor merc’hed koant ; lazhet mamm ha mab-den ;
Lazhet zoken an dud klañv paour, ’balamour d’o daouarn gwenn.
Tanet ganto ti ar beorien ; diskaret ar manerioù ;
Devet an ed, devet ar foenn, er parkoù hag ar pradoù.
Troc’het ar gwez el liorzhoù, ha lakaet da ober tan ;
Ken na vo avaloù na chistr, da nav pe zek vloaz ac’hann.
Laeret hor saout, hon ounnered hag hon ejened, siwazh ;
Ha kaset ’mesk gant o ferc’henn, d’ar c’higer d’ar c’hêrioù bras.
Laeret zoken traoù an iliz ; pilet zoken hon tourioù ;
Strodet zoken ar c’harnelioù, ha skignet ar relegoù.
Gwastet traonioù kaer Breizh-Izel, ken druz ha ken glas gwechall !
Ken na glever mui tro-war-dro mouezh den, kennebeut chatal.
Fañch, Gwenole hag Herve a gendalc’h gant o diviz e-pad ma kan ar Re-Wenn.
HERVE
Petra ’ganont ?
GWENOLE
O feiz avat, me n’ouzon ket ! n’em eus klevet mat ger ebet.
HERVE
Mar n’eo ket erru warnomp ar chas gall !
FAÑCH
Kemeromp hor bouc’hili !
GWENOLE
Del, Herve, setu amañ bouc’hal Yann ar Pinifi ! Gwellañ pezh a zo, n’en deus ket soñjet kas anezhi gantañ !… Daoust hag an hinkin fall-se a ve aet adarre da selaou prezegerien ar relijion nevez ?…
FAÑCH
N’eus forzh, ret e vezo deomp bezañ war evezh. An trubard daonet-se a c’hellfe noazout ouzhomp dre guzh ! Tostaat a ra ar ganaouenn ! Taolomp ur sell dreist ar c’harzh !
Mont a reont da sellet.
HERVE
Brezhoneg a zo ganto. Bretoned ’int evit doare ; rak-se ’ta n’hon eus ezhomm ebet da gaout aon !
FAÑCH
Petra ’int ? Da belec’h ez eont evel-se ?
GWENOLE
Bremaik e ouezimp ; touiñ ’rafen ’int erru dre amañ !
HERVE
Emaint e-kichenik avat ! Sell ’ta, anaout a ran meur a hini anezho… Fañch Kabioc’h, eus Kervilzin, a zo er penn a-raok gant aotrounez Kermoger ha Kervadioù… Met, setu i amañ !… Ar Re-Wenn a erru tre. Ar baotred a yoa war al leur a dosta an eil ouzh egile, en tu kleiz, hag a selaou ar c’han, gant ar vouc’hal war o skoaz. Ar Re-Wenn, e bragoù bras ha filc’hier ganto, a zoug ur Galon-Sakr war o feultrin.