Daeroù ur vamm

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Setu ma teuas un devezh hag e oe ezhomm eus un ael muioc’h er Baradoz.

Hag o vezañ galvet unan eus ar re a yoa en e gichen, Doue a lavaras dezhañ :

– Kae da zibab ur breurig war an douar !

Hag an ael o vezañ stouet kement ha ma c’helle, evit azeuliñ an Aotroù Doue, a deuas goustadik, da ober ur sell ouzh ar c’havellioù dre diez Breizh-Izel.

Siwazh ! ret mat eo deomp anzav ne chomomp ket gwall-bell heñvel ouzh an aelez glan : e-touez ar vugaligoù eo eta mont d’o c’hlask.

Hogen e-kichenik pep kavell ez oa ur vamm war evezh. Ha daoust pegen didrouz bennak e teue an ael gwenn, n’helle ket miret ouzh e zivaskell da fraoñval an disterañ ha da lakaat evel-se kalonoù ar mesaerezed tener da vezañ enkrezet.

Hag ouzhpenn-se, an ael na deue ket evel al laboused kriz a blav war an neizhi evit sammañ ar re vihan hep truez ebet. E zremm a vousc’hoarzhe endra ma lavare gant ur vouezhig flour :

– An Aotroù Doue a fell dezhañ kaout un ael. Ha plijout a rafe deoc’h reiñ dezhañ hoc’h hini ?

An ael a welas meur a vamm oc’h en em deurel a-stok-korf war o bugel, kounnaret-holl evel leonezed, dare da sailhañ war an neb piv bennak a dostaje da gregiñ en o c’hrouadurig, hag e lavarent neuze evel evit ober goap :

– Nann, nann, n’ho pezo ket anezhañ ! Deomp eo, ha n’her roimp da zen evit priz ebet. Diwezhatoc’h... diwezhatoc’h c’hwi a deuy adarre !...

– Ha ma ne vez mui ael a-benn neuze ? Un ael eo a glaskan !

Lod a vousc’hoarzhe hag a reas un hejadenn d’o divskoaz ; petra ’rae an dra-se dezho ? Lod all a ziskouezas kalz a fiziañs en o galloud o-unan :

– Daoust ha n’emaomp ket aze evit o miret ? emezo gant un dremm goapaüs. Daoust hag evit tud a netra e kemerit ac’hanomp-ni ? Ni a oar koulz ha c’hwi pegement e talv ene gwerc’h ar bugel-se. Daoust ha ret e ve a-grenn mont d’ar Baradoz d’hen diwall diouzh ar c’hailhar ?

Hag an ael a yae kuit glac’haret-bras.

Mont a reas da c’hournijal war-dro kavellioù alaouret, enno bugaligoù koant klozet kaer er seiz hag en dantelezh. Itronezed gran, moan ha bresk, a zeue da bokat dezho evel dre laer, en distro eus o flijadur, dañsoù ha festoù-noz...

Hag an ael da lavaret dezho :

– Ezhomm zo eus ur priñs e lez va Mestr. Ha plijout a rafe deoc’h gwelet ho mab er garg uhel-se ?

Hag ar mammoù-mañ da ziroll da ouelañ, da hirvoudiñ, spontet krenn gant ur seurt keloù. « Biken, nann biken n’hellimp ober an dilez eus hor c’hrouadurig ! Daoust hag an aotroù Doue ne oar ket peseurt teneridigezh en deus lakaet e kalon ar vamm ma teu evel-se d’he bruzunañ ? » A-dra-sur, o reiñ a rajent ma vije ret a-grenn. Hogen, peogwir e c’houlenned o asant diganto, ar mammoù a lavare nann.

Ha gant muioc’h c’hoazh a dristidigezh, an ael a dec’has diouzh ar manerioù gran.

Dont a reas soñj dezhañ neuze eus karantez dispar Hor Salver benniget evit an dud a renk izel, ar beorien, hag ez eas da skeiñ ouzh dorioù ar galatrezoù. Gwragez gwisket truilhek a deuas da zigeriñ dezhañ. Kerkent e klevas en ur c’hogn klemmoù ur bugel tener. Hemañ a ouele alies. Ret e oa d’e vamm hel lezel da ouelañ pe n’he divije ket gallet gounit peadra d’e vagañ.

An ael a reas ur sell madelezhus ouzh ar vamm baour.

– Mamm, emezañ gant douster, ma tennfen ho mab eus poanioù al lec’h trubuilhus-mañ evit e gas d’ar gwir evurusted peurbadus, petra ’lavarfec’h ?

Hag ar vaouez kaezh a savas he daoulagad devet gant al labour hag an daeroù berv, hag evel un den kollet gantañ pep fiziañs da gaout morse zoken un tañva eus an evurusted, e lavaras :

– Mat, kemerit anezhañ ’ta, mar kirit ! Kalz e garan koulskoude ! Met, evit ar pezh a zo ouzh e c’hedal ! Sellit, evel-se emañ kont er bed-mañ : an holl boanioù da ur re, hag an holl evurusted d’ur re all !...

– An Neñvoù evelato a zo e penn ar bed-mañ. Eno e vez lakaet pep tra en e renk ; eno e vez kavet digoll eus ar pezh a seblant direizh ha disleal deomp-ni, peogwir eo ar re o deus bet ar muiañ poan war an douar eo a vez ennañ an evurusañ !...

– O, an Neñvoù !

Hag ar baourez kaezh da gregiñ adarre gant he labour. O vezañ bet lec’h da zisfiziout ken alies a wech, marteze e laoske ivez he fiziañs da welet, un devezh, lez kaer an Aotroù Doue, ar fiziañs-se ha n’eus nemeti alies o reiñ skoazell d’ar paour ankeniet.

Hag an ael a yeas er-maez.

Ne gemeras ket ar bugelig a ouele atav en e gavellig. E vamm n’he doa ket e ginniget gant a-walc’h a galon vat. Kannad an neñvoù ne felle ket dezhañ mont dre nerzh ; goulenn a rae un donezon graet a-youl-vat hag hep klemm.

Graet e oe dezhañ.

An ael a yoa aet en un ti all. Eno e kavas ur gwele gant ur groaz a-zioutañ. Ur vamm santel a bede dirak he bugel, hag a-raok m’en doa ar c’hannad peurechuet e gomz, ar vamm a lavaras dezhañ gant madelezh :

– Setu-eñ amañ. Doue en doa roet anezhañ din da sevel, dezhañ eo. Reiñ a ran e dra d’ar perc’henn. Aon-bras am boa n’em bije ket gouezet miret dezhañ e deñzor. Nebeutoc’h a boan am bezo ouzh e goll evit n’em bije un devezh ouzh e welet saotret dre e fallentez !

Hag ar vamm galonek a lakeas he faotrig etre divrec’h an ael o vousc’hoarzhin. Lakaat a reas ur pok c’hwek war dal he ael, a vousc’hoarzhe ivez. Ha neuze, eus he c’halon mantret evelato, e savas daeroù d’he daoulagad. Unan anezho a ziveras war ar c’haezh bihan a yae kuit laouen.

Ha setu en un taol ma teuas ar veradenn daeroù da vezañ troet e-kerzh ar bugel en ur gwiskamant eus ar c’haerañ ; kaeroc’h e oa zoken eget hini kannad an Aotroù Doue.

En hevelep doare m’oa souezhet an holl er Baradoz ouzh o gwelet o tont, ha ma c’houlenne an aelez an eil ouzh egile :

– Eus a belec’h ’ta e teu ar breurig nevez-mañ ? Na kaer eo e zilhad !...

A-dra-sur, an aeledigoù-se a yoa koant. Hogen, un dra a vanke hag a vanko dezho bepred, ar sked a ro d’un ene daeroù ur vamm gristen.

Ur c’havell a yoa goullo war an douar ; en neñvoù avat, arme an aelez a yoa e niver.