daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Katellig a deu c’hoant dezhi da vont da Bariz

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Setu penaos e tremene deizioù Katellig Kerheol.

Deuet oa en oad da zimeziñ, hel lavaret am eus, hag an tad a lavare ennañ e-unan : « Emaon o vont war an oad ; dizale marteze e teuy ar c’hleñved pe poanioù an izili skuizh gant al labour. A drugarez Doue emañ Katellig aze hag a gavo ur paotr diouzh he doare da labourat va douaroù pa n’hellin mui hen ober !… »

Katellig avat n’oa morse anv ebet ganti eus an dra-se. Petra ’soñje ?… Petra yoa en he fenn ?… Ne zaleot ket da c’houzout.

Un devezh e teuas paotr al lizhiri da zigas ur paper d’ar plac’h yaouank. Katellig n’oa ket kustum da gaout lizhiri digant den, ha setu perak e oe un tammig nec’het o regiñ ar golo.

Setu amañ petra a yoa war al lizher-se :

    Katellig, va mignonez ker,

C’hwec’h miz a zo abaoe m’emaon e Pariz, ha kredapl eo ec’h eus ankounac’het ar vignonez vihan a veze ganez gwechall o tiwall ar saout e traonienn Prad Kelve. Me koulskoude am bez soñj ac’hanout alies, alies.

Gwechall, p’edomp hon-div o redek ar pardonioù, e komzemp eus meur a dra. Un deiz, e Santez Anna, fresk eo em spered evel pa vije bet dec’h diwezhañ, e liviris dit : « O na me a garfe mont da Bariz da chom ! Eno ez eus traoù kaer, ha nag a blijadur a dle kaout an dud eno ! » Setu me e Pariz ! Hag e lavaran dit ez en em blijan kenañ. Plac’h ’on en un tiegezh tudchentil eus ar re wellañ. Plijadur am eus ; amañ ne deuer ket da inouiñ ! Gounit brav a ran ivez.

Paourkaezh Katellig ! Ma welfes penaos emañ an traoù ganeomp-ni dre amañ ! Ma welfes peseurt kemm a zo etre hor buhez ha da hini !… Sell, truez am eus ouzhit !!!… Ur plac’h koant eveldout chom da duriat an douar !!!… Gant ar yec’hed az peus, mintouelle ! e c’hellfes ober kaeroc’h !

Ni a zo dre amañ un toullad Bretoned ha Bretonezed kustum d’en em welet ur wech an amzer…

Ma teufe c’hoant dit da zont d’hor c’haout d’ar gêr vras, hep mar ebet e vezo kavet ur « plas » dit, ha n’eo ket unan zoken, met kant !… Ne pefe ket a geuz, hen touiñ a ran dit.

Gra da soñj eta, ha skriv din.

Kenavo, mignonez ker. Kred ac’hanon bepred. 

    Da wellañ kenvroadez,

    Gwenola ’r Floc’h

Katellig a chomas mantret.

« Mont da Bariz ! Mont da Bariz ! emezi outi hec’h-unan, petra ’c’hoarvez gant hounnezh ? Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… Ha penaos e kav da hounnezh e c’hellin-me dilezel va zad, va mamm, evit mont du-se, bremañ pa n’o deus nemedon da reiñ skor dezho ?… Nann, nann, an dever da gentañ !!! »

Betek an noz avat e chomas al lizher war he spered, hag en noz-se ne gouskas ket ur berad, me ’laka. Tri devezh goude end-eeun ne lavare mui : « Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?…»

Pet gwech e lennas al lizher ? N’eus den a gement a oufe hel lavaret deomp. Ha bep tro e kolle he bolontez un tammig eus he nerzh. A-nebeudoù oa deuet da lavaret kement-mañ outi hec’h-unan :

« Mont da Bariz n’eo ket un dra zivalav, ’michañs ! peogwir e lavar Gwenola eo eürus, he deus plijadur hag e c’hounit arc’hant bras… Ha me ivez a c’hellfe bezañ eürus, kaout un tammig plijadur ha gounit arc’hant din ha da’m zud !… Goude-se me a zimezo… »

« Gounit arc’hant din ha da’m zud ! » setu aze ur gavadenn vrav graet gant Katellig ! Bremañ e c’hell bale… da zisplegañ he c’hudenn d’he zad ha d’he mamm ! Evit sur e roint o asant diouzhtu, pe ez int diskiant !!!… »