ar « 26 » o storlokat !

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An infirmierezed a dremen e kuzh kalz amzer o c’hoari pe o varvailhat en ur sal e lec’h ne deu nemet un heklev dister eus klemmoù Katellig Kerheol, dilezet gant ar vedisined, ne c’hellont gant o holl gouiziegezh kaout pare ebet eviti.

Un nozvezh, ar plac’h kaezh a dremenas, hep gouzout dare da zen, hep beleg ivez eta, siwazh ! da walc’hiñ he ene, d’hel lakaat e doare vat da vout dirak ar Barner !… N’he doa gwelet na kar na par e-pad ar pemzek deiz leun oa bet er c’hlañvdi.

N’eo ket en hevelep giz
E tremener en hor Breizh ! (diwar galleg Brizeux)

Antronoz, ar vedisined oc’h ober o zro vintin a welas diouzhtu oa marv, hag a lavaras meurbet diseblant :

— ur marv !

Interet e oe ar paourkaezh Katellig hep kroaz na beleg, e bered Montmartre. Ma’z afec’h di da glask he bez, ho pefe labour klask, ha c’hoazh n’her c’havfec’h ket, rak skrid ebet na lavarfe deoc’h piv a zo douaret el lec’h m’emañ.

Ha setu petra ’c’hoarvez, siwazh ! gant un darn vras eus ar merc’hed yaouank diwar ar maez a ya da glask fortun da Bariz !