daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Buhez direol

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

En un ostaleri e tremen kalz tud.

Katellig na zaleas ket da ober anaoudegezh gant meur a ganfard a deue bemdez d’he gwelet. Sevel a reas kaoz etrezo buan a-walc’h, hag e rojont da grediñ d’ar plac’h ez oant Bretoned evelti.

Diwar neuze, pa veze echu he labour ganti, da lavaret eo war-dro dek eur pe dek eur hanter, Katellig a yae da heul he « c’henvroiz » d’ar bal ha me ’oar da belec’h…

Al lamponidi-mañ a rae kudoù da Gatellig, a fougee anezhi, a rae galantiz dezhi ; hag hi, par d’ar vran a zo anv anezhi er fablennoù, a grede pep tra. Katellig he doa, emezi, un tamm karantez a-berzh gwir vignoned !!!…

Tri miz e chomas en ostaleri born-se.

Ha setu, un devezh, Katellig lakaet er-maez kempennik, met avat hep bezañ paeet. Grozmol ha tousmac’h a reas, hogen, petra ’dalveze ?… Lavaret oe dezhi gant an ostizez mont sioulik gant he hent pe ez ajed da gemenn d’ar c’homiser polis dont d’he dastum. Ha Katellig a yeas adarre a di da di, a zor da zor da c’houlenn labour…

Santez Anna venniget ! Pebezh buhez !

Hag arabat eo deoc’h, kenvroiz ker, dont da sutal din emaon a-ratoz* kaer o teñvalaat an daolenn evit ober euzh deoc’h. Nann, nann, dare ’on da douiñ, me vefe ezhomm, eo kement-mañ ar wirionez, e c’hoarvez evel-henn, ha gwashoc’h c’hoazh alies gant ur maread Bretoned, ha Bretonezed dreist-holl, a lavar kenavo d’ar parkeier evit mont da glask gounidegezh vras d’ar c’hêrioù.

 Holl gannaded (deputeed) Breizh-Izel a c’hellfe dont amañ da douiñ ganin n’em eus [ket] lavaret nemet ar wirionez penn-da-benn… Taolet em eus zoken ur vantell zu war meur a dra. N’eo ket mat kemeret ur vazh da waskañ al lec’hid gant an hañvouez…