Katellig Kerheol e Pariz

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Setu ar goueriadez distaolet er gêr vras. Sellet a ra en-dro dezhi. Hogen, kaer he deus klask, ne wel den eus he anaoudegezh, paourkaezh ! N’eo ket tud koulskoude a vanke dre eno ; kalz zoken a selle outi o tremen hag a rae meur a dro warno o-unan ; « Setu, emezo, ur Vretonez all o tont da glask dienez da Bariz ! » Ar wirionez a yoa ganto.

Gwenola eo a dlee bezañ bet eno, peogwir he doa lavaret ! Perak n’edo ket ?

Setu Katellig lakaet nec’het bras, ha peadra a yoa ; gant nebeutoc’h ec’h en em gaver nec’het alies. He-unanik e-touez kement all a dud !… War var da gouezhañ etre daouarn al lamponidi a zo kement anezho e kement kêr vras a zo ! savet sonn o fri ganto o klask un dro zivalav da c’hoari d’ar re a ya di evit an dro gentañ ha na c’houzont pe du treiñ.

War-bouez goulenn ha goulenn meur a wech evelato Katellig a zigouezhas betek ar « Bureau de placement », un ti el lec’h ma poanier da gaout labour d’ar Vretoned.

Pemp devezh e rankas gedal avat, hag e-keit-se e teuzas meur a bezh ugent real : ar bevañ a zo ker e Pariz, me ’lavar deoc’h !

Neuze ez eas da blac’h da di ur medisin. Eno e ranke bezañ savet abred, mont d’ar marc’had, ober ar gegin, entent ouzh un toullad bugale kintus, servijañ ha diservijañ an daol, kempenn an ti.

Ar plac’h kaezh n’he doa ket ur vunutenn da sevel he c’hein. Ober a rae eus he gwellañ, hag evit sur n’oa ket da vezañ tamallet ma n’ez ae ket kaeroc’h an traoù ganti. Ne blijas ket en ti-se : « Ne c’houie ober netra ! » a lavare an itron.

Da benn he miz e oe lavaret dezhi mont da glask fred da lec’h all.

Teir gwech e tilojas en ur ober tri miz.

Katellig kaezh a deue soñj dezhi eus Kerheol, hag a save keuz ganti a-benn neuze.

Er gêr ez oa karet ; amañ, e Pariz, den na sell outi nemet evit rebech ha gourdrouz. Er gêr e tiskuizhe da sul ha da c’houel, amañ e rank labourat a-lazh-korf sul, gouel, pemdez. Er gêr ec’h eve bemdez aer yac’hus ar maezioù ; amañ ez eo sebeliet en ur c’hav, dindan an douar, el lec’h n’ez a morse ur berad heol.

Faziet oa bet gant Gwenola ; gevier a yoa bet disac’het dezhi, ne gave ket e Pariz, betek-henn, ar pezh a yoa bet touet dezhi e kavje. Met, penaos distreiñ d’ar gêr ? Petra ’vije lavaret dre ar c’harter ma vije gwelet o tistreiñ da Gerheol goude tremen ken nebeut a amzer e Pariz ? An holl a c’hoarzhje goap dezhi !… Nann, nann, an holl boanioù, ar marv kentoc’h eget an dismegañs-se !

Setu eta Katellig e kambr an heol ! — Kaeroc’h e vije bet dezhi bezañ e Kerheol Fouenant ! — Mont a ra eus an eil ti d’egile da c’houlenn labour… Pet ti e c’haloupas evel-se ? Piv ’c’hoar ?…

En unan (an ugentvet marteze), e oe lavaret dezhi sevel da c’horre an ti, graet kudoù dezhi, ha lakaet da azezañ ouzh taol. Kinniget e oe bara, amann ha gwin dezhi. Ne oe ket ezhomm d’he fediñ da « sachañ » warno, peogwir e rae yun an nav steredenn !

Siwazh ! en un ostaleri fall oa kouezhet hep gouzout dezhi… Er stad m’en em gave, Katellig he divije asantet da n’eus forzh petra… hag asantiñ a reas da bep tra.

Paourkaezh Katellig !… Paourkaezh Bretonez !… Setu ankounac’het da Zoue ganez !… N’anavezez mui hent an iliz !… Kofes, sakramanti, traoù mat d’ar Vretoned, sklavourien ar veleien !!!…

Ha te, Katellig, sklavourez piv ’out-te deuet da vezañ ?… Ar Vretoned a heuilh o relijion dre garantez ha nann dre nerzh… Ha goude, plac’h reuzeudik, pehini eus an daou sklavaj eo an enoraplañ, ma vijemp sklavourien evel a leverez ?… Daoust ha mouget ec’h eus ken buan-all mouezh da goustiañs ?

Kenvroiz ker, savomp, mar kirit, d’ar c’halatrez dindan an doenn, el lec’h ez a Katellig diwezhad noz da astenn he izili morzet.

Pemp estaj da sevel dre un derez lous ha flaerius a-benn en em gaout en toull el lec’h ma’z eus frankiz a-walc’h d’ur gwele, d’ur gador ha d’ur valizenn da lakaat an dilhad. Netra ken avat, rak pep tra all a vefe a re…

An toull-se a zo sklêrijennet gant ur tammig prenestr, ul « lucarne », toullet en doenn. N’heller gwelet takenn dreizhañ. An tamm toull kambr-se a zo berv en hañv ha yen-sklas er goañv.

Me ’lavar deoc’h, Katellig a ra meur a soñj bemnoz a-raok mont en he gwele paour !

Petra eo bezañ diot ! Petra eo disentiñ ouzh tad ha mamm !