IV Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN HEVELEP RE, ARZHUR, KEROMAN, OLIER, LAOU AR REIER, GUIOMAR, HERVE A LEON, LAN A ZINAN, MALASTRED, DIJENTILED, FLOC’HED, MEVELIEN, SOUDARDED

UR FLOC’H
Hon aotroù Arzhur,  duk a Vreizh-Izel !

Ar brosesion : dijentiled, dougerien bannieloù, tud a vrezel, floc’hed, mevelien, a gemer o flasoù er sal – ur floc’h a zoug ur c’hleze noazh war ur pluñveg. Arzhur a zoug e gurunenn war e benn.

AN DUD A VREZEL
Noel ! Noel ! d’hon aotroù benniget Arzhur !

AN DIJENTILED
Bevet Arzhur, duk ar Vretoned !...

ARZHUR a y-a da azezañ war e gador
Bennozh deoc’h holl, marc’heien kalonek ! Bennozh deoc’h ivez, tud a vrezel ! Eürus ’on hiriv es hoc’h eürusted !

LAN A ZINAN
Priñs, gwelet a rit en-dro deoc’h ho kwazien feal ha karadek. Gant plijadur e reketont deoc’h un donedigezh hag ur ren eürus !

ARZHUR
Ra c’hellin, lakaat da barañ adarre war va sujidi muiañ-karet devezhioù Hoel-ar-Meur, hag a oe ken skedus ! Dirak aoter an Doue hollc’halloudek hoc’h eus klevet ac’hanon bremaik o touiñ e virin atav gwirioù an Iliz hag ar veleien ! Ret eo din bremañ, e kastell va zud kozh, ober ul le all. Degasit din va c’hleze. Ar floc’h a dosta hag y-a d’an daoulin dirak an duk.

LAN a gemer ar chleze hag her ro da Arzhur
Va aotroù, setu amañ kleze Jafrez, ho tad. Touit eta war ar groaz a zo oc’h ober dorn dezhañ, e virot hag e tifennot bepred gwirioù an noblañs, hag e klaskot bepred mad ho sujidi.

ARZHUR oc’h astenn e zorn war ar c’hleze
Dirak Doue ha dirazoc’h holl, baroned feal, soudarded kalonek, marc’heien, hag all, e touan war ar c’hleze-mañ e virin bepred hag e tifennin eus va holl nerzh e-pad va buhez ho kwirioù ha kement grad-vat a zo bet roet deoc’h betek-henn gant ar re ’zo bet em raok. Ra vo va le klevet gant Doue !

HOLL
Bevet Arzhur a Vreizh-Izel ! Noel ! Noel !

KANAOUENN
Bezomp holl laouen, Bretoned,
En deiz-mañ kaer ha benniget,
Setu kurunet hon duk ker !
Bezomp holl laouen ha seder !

War e dal diroufenn ni ’wel
Sked ha gened hor Breizh-Izel
Hag en despet d’e yaouankiz,
Arzhur zo leun a vailhantiz.

Enor, gloar ha mil meuleudi
Da vestr nevez ar Vreizhidi !
Noel ! Noel ! Bevet Arzhur !
Bevet hon duk yaouank ha fur !

Betek-henn sae an erminig
A oe distlabez ha gwennik ;
Outi ’z eus staget ur goabrenn,
Hag a roy kalz a sklêrijenn.

Doue, a c’horre an neñvoù,
A skuilh hiriv puilh e c’hrasoù.
War vab enorus an Duked
A gemer stur ar Vretoned.

Pell diouzhomp an dristidigezh,
Ra vo an holl el levenez,
En deiz-mañ kaer ha benniget
M’eo hon duk Arzhur kurunet!

Enor, gloar ha mil meuleudi,
Da vestr nevez ar Vreizhidi !
Noel ! Noel ! Bevet Arzhur !
Bevet an duk yaouank ha fur !

ARZHUR o kemeret ar c’hleze
Gwall bounner eo c’hoazh ar c’hleze-mañ evit va dorn ; hogen, o soñjal penaos hen dougas va mamm leun a vailhantiz, hag oc’h heuliañ hoc’h alioù, kont enorus a Zinam, me a ouezo ober implij vat anezhañ, betek an deiz ma vezin degemeret marc’heg.

HERVE A LEON
Pa welimp ho kleze savet da c’houlenn sikour, ni a denno hor re evit ho tifenn, va friñs. Evidon-me a avar uhel hiriv e vezin deoc’h hag er vuhez hag er marv.

Arzhur a zo azezet. Herve a dosta outañ hag a laka e zaouarn en e re.

ARZHUR
Aotroù a Leon, degemeret a ran ho sentidigezh hag ho promesaoù. A-zalek hiriv c’hwi a vezo va marc’heg feal.

AN HOLL DIJENTILED
Ni ivez a zo holl deoc’h, hag evit atav !...

ARZHUR
Baroned kalonek a Vreizh-Izel, eus ar Poatoù, eus ar Men hag eus an Añjoù, touit, c’hwi ivez ’ta, ho pezo atav fiziañs ennon hag e sentot atav ouzh ho mestr gwirion.

HERVE A LEON
En anv an holl varc’heien a zo amañ bezant, e touan dirak Doue, e kredin hag e sentin atav ouzh an aotroù Arzhur a Vreizh, hag ouzh ar re a deuio eus e lignez.

AN HOLL DIJENTILED ur c’hlin harp ouzh an douar
Hen touiñ a reomp !

Hag e savont kerkent evit kanañ.

Dre an Doue ’neus kasoni
Ouzh an neb a ra falloni,

Dre sked anv kaer Arvorig,
Dre vanniel gwenn an erminig,

Dre an Doue a varno kalet
An dud trubard d’ar gomz roet,

Ra vo hor c’homzoù siellet,
Hag hol le gant an Neñv klevet !

DISKAN

Ni a dou holl, amañ hiriv,
Chom feal betek ar marv !

ARZHUR
Ra zeuy Doue da selaou ho le ! Ra blijo gantañ ivez skuilhañ e vennozh war va c’hurunenn ! Ha bremañ ra vo laouen an holl ! Ra vo plijadur e pep lec’h ! Ho pediñ a ran holl da lein ar gurunidigezh. Va marc’heien vat a resevo eus va daouarn ar gwin a enor.

HERVE A LEON
Chom a ra ganeomp an dever d’ho trugarekaat evit kement a vadelezh. Bennozh deoc’h, aotroù duk !