XVII Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

GUIOMAR, HERVE A LEON, ROHAN, LOHIEG, MALASTRED, DIJENTILED, ha LAOU AR REIER, holl o tont a-zehoù

ROHAN
Aet eo ar roue Yann kuit, a livirit, aotroù Herve ?

HERVE A LEON
Gwelet eo bet n’eus ket c’hoazh gwall bell zo o treuziñ ar pont ; e varchosier a yoa ouzh e heul. Laou ar Reier a zo bet o kas anezhañ betek dor vras ar c’hastell.

LOHIEG
Mall em boa da welet al labous-noz-se o vont ac’halenn.

MALASTRED
Ar barzhig seder eo, eta, a gavan dre amañ.

AR BARZH
Eñ e-unan, aotroù.

GUIOMAR
Nag eürus ’out bet o c’hallout trok da delenn ouzh ur c’hleze !

AR BARZH
N’emañ ket c’hoazh em c’herzh, aotroù ; hiriv koulskoude e kemerin va lec’h e-touez gwardoù an aotroù duk.

ROHAN
Na dleez ket kaout kalz a geuz da’z micher gozh.

AR BARZH
Bezañ he deus koulskoude he zu da blijout. Buhez ar barzh-baleer he deus he flijadurioù hag a vez paeet mat a-wechoù, dreist-holl pa’z eo ivez ar barzh anaoudek e skiant ar stered.

HOLL
Urisiner, lenner planedennoù ?

AR BARZH
Evit rentañ servij deoc’h aotrounez.

LOHIEG
Mallozh ruz ! me a fell din gwelet diouzhtu ha gwir eo ar pezh a leverez. Asa ! ret eo tennañ planedenn pep hini ac’hanomp.

HOLL
Tennit deomp hor planedenn !

AR BARZH
N’it ket, aotrounez, da ober din tremen evit ur sorser e kenwerzh gant an drouk-speredoù. Skiant pe gouiziegezh ar sorserien n’eo ken nemet ur c’hwezhadenn eus an ifern ; el lec’h skiant ar stered a zo ur bann skedus eus an neñvoù. Lakaat ar sorser hag an urisiner e-kevred a zo lakaat an askell-groc’hen hag an erer war an hevelep renk.

MALASTRED
Mat eo ! Fiziañs hon eus ez lealded koulz hag ez kouiziegezh.

AR BARZH
Ret eo din ivez hen anzav. A-wechoù e seblant d’an darvoudoù mont a-eneb va c’homzoù evit lavaret n’on nemet un trompler ; met an hini a oar gedal en deus gwelet bepred va c’homzoù o tont da wir. An amzer a zo atav a-du ganin.

ROHAN
Mat eo ! selaou a reomp ac’hanout evel bugale fur.

AR BARZH o tennañ ur wialenn wenn a-zindan e zilhad.
Da biv da gentañ ?

LAOU AR REIER o tont
Salud deoc’h, aotrounez ! Ac’hanta petra zo a-nevez ? Ha ! te eo, barzh-baleer ?

LOHIEG
Hag a zo ivez mestr urisiner.

LAOU AR REIER
Ah ! Ah !... mat-kenañ. C’hoarzhin a rimp.

AR BARZH
Da biv da gentañ ?

LOHIEG oc’h astenn e zorn-dehoù
Gwelomp, petra ’vo an amzer da zont evidon ?

AR BARZH
Laou a Lohieg, a welan e skoed o lugerniñ er sal-mañ, c’hwi a skoio taolioù kalet war ar Saozon. Meur a wech Yann Dileve a vo dihunet en e deltenn gant ho youc’hadennoù a vrezel. Hogen, setu un teuz lous o tont war-zu ennout evit da gemeret. Dalc’hit penn, enebit kalonek, aotroù kont, enebit. Un tour teñval a zigor dirazoc’h ; un teuz a y-a e-barzh ivez.

LOHIEG
E anv ? e anv ?

AR BARZH
Selaouit... anvet eo an Naon !...

ROHAN o tostaat
Da ziouganoù, mestr urisiner, na roont ket a c’hoant c’hoarzhin.

AR BARZH
Seizh magl(1) aour ho skoed, aotroù, a yelo a-ziwar-wel e-pad un amzer, goloet gant ur goabrenn a wad...
Hogen, dont a raint da vezañ lugernusoc’h c’hoazh eget bremañ, nav anezho. Bez e vezint sked an anv a Rohan.

LAOU AR REIER o vont da gaout ar barzh
Petra ’vezo va darvoud-me ?

AR BARZH
Setu ma welan en aer un dube eus ar re goantañ, e zivaskell astennet, ne fiñv ket ; hogen, eus faoutoù ar Roc’h, setu ur falc’hon kriz o tilammet en un taol-kont. Mont a ra war-eeun d’an dube arc’hantet, ha gant e ivinoù, e krog ennañ hag ez a d’e lakaat e-harz treid e vestr, hanter-varv. Hemañ a flod anezhañ hag a laka un tog alaouret war e benn.

LAOU AR REIER
Pegen goloet eo da gomzoù !... D’ar bobl. Petra ’lavar ?... Daoust ha dizoloet en defe ?...

GUIOMAR
Sorser, pe urisiner, an traoù o deus liv fall ganez. Poent eo echuiñ. N’eo ket ret dit lavaret hor planedenn deomp-ni, hogen lavar deomp ar pezh a sell ouzh Yann Dileve.

AR BARZH
Yann Dileve !.. Mantrusañ tra da welet ! Ar bleiz a zo deuet er-maez eus donder e doull teñval. Aet eo e-doug an noz da ober ur bale e-touez deñved e amezeg ; hogen ar chas a ziwalle mat, edont war evezh. Stennet en deus e laz hag unan eus ar chas a zo kouezhet ennañ, hag, e lec’h kas al laer diwar e dro, en deus kaset an oan dezhañ. Miret en deus e breizh en e doull-kuzh, tostik da stêr ar gwagoù aour, evit e lazhañ aesoc’h aze.

LAOU AR REIER
Gevier a leverez, urisiner ; da ganaouennoù a dalv hiroc’h eget da ziouganoù a reuz.

AR BARZH
Taolit evezh mat, aotroù, n’hoc’h eus ket lennet c’hoazh en amzer da zont !... N’hoc’h eus ket c’hoazh troket ho kouriz a senechal ouzh ar robenn leun a erminigoù !

LAOU AR REIER
A-walc’h a ziotajoù ! Lez ac’hanomp e peoc’h gant da blanedennoù, ha kae da bourchas un diskan nevez deomp a-benn ar c’hoarioù a zo o vont da zigeriñ. Da gargañ ’ran da ober meuleudi ar gounider.

(1) magl = macle (ardamez)