an Tiegezh nevez

Genre
Novel
Language
Breton
Source
Brest, Gwalarn, 1933
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Aleksandr Ar Gall
In the same work :

Nag a c’hlac’har he devoa bet ar baourkaezh Janig o kuitaat evit mat an ti tadel, a vire e pep korn anezhañ kement a eñvorioù ker d’he c’halon.

Ne oa ket bet pell, koulskoude, evit trec’hiñ ar barr anken-se, ha kennerzhet gant he c’harantez, en em roas kalonek d’an dleadoù a c’houlenne diganti he micher a benn-tiegezh.

– Bezit pizh, onest ha labourus, a lavaras dezhi ar re gozh, hag en em dennot mat, gant gras Doue.

An dud yaouank a sentas ouzh an alioù-se. Ar C’hoadig, bet dilezet e-pad pell amzer, a oa kalz a welladenn d’ober warnañ. Perig hen gwelas hag a dennas gounid a gement-se. Janig, diouzh he zu, ne gasae ket al labour. Poaniañ a raent a-hed an devezh, pep hini eus e du, ha goude, azezet war an oaled ledan, nag e kavent berr nozvezhioù hir ar goañv, gant mignoned vat deuet da ober ganto ur c’hornad butun, pe aliesoc’h o-daou o tivizout diwar-benn trubuilh ha levenez an deiz tremenet, labour an deiz war-lerc’h, spi an amzer da zont, troioù an amzer gwechall.

– Ha Jobig ? eme Ber a-wechoù, ’c’h eus ket gwelet anezhañ pell ’zo ?

– Nann, eme Janig. Pa wel ac’hanon o tostaat e pleg e benn hag e tro kein.

– Ur wech bennak em eus gwelet anezhañ o tremen dirak an ti, ha, bep gwech, e tro e benn d’an tu all.

– Paourkaezh paotr, eme Janig.

– A, va flac’h kaezh, a-benn an hañv e ranki tremen hep bleunioù. Aze out tapet !

Hag an dud yaouank a c’hoarzhe.

Met Jobig, petra oa deuet da vezañ ?... Ar paourkaezh ne oa ken ar memes hini. Eñ, ken laouen, ken c’hoarzhus diagent, a oa deuet da vezañ teñval, rok ha diseblant. Ne gomze ouzh den. Ar goañv, a harze outañ da vont d’ar c’hoad, hen dalc’he prizoniet er gêr alies en e wele. Yann Vras hag e dud a oa krog da vezañ nec’het gantañ.

– Mar ne zeu ket gwashoc’h da cheñch ? eme ar vamm.

– Ne ouzon ket, eme Yann. Ret eo lavarout e oa e soñj gant Janig, evel p’en dije e skiant-vat.

Hag an nevez-amzer a zeuas. Ar c’hoadoù en em wiskas a c’hlazur, ar spern-gwenn a vleunias, ar maez en em c’holoas a gan hag a c’hwezh-vat, hag ar C’hoadig a zeuas de vezañ ur gwir neizhig a zudi.

Ar priedoù yaouank a gare an neizhig-se ha n’hen kuitaent nemeur. D’ar Sul, d’an oferenn ha d’ar gousperoù. Goude, da welout an tadoù ha mammoù, o gortoze gant kement a bres, ha d’ar gêr adarre. Eno e oa o buhez hag o holl eürusted.

– Graet e oant an eil evit egile, a lavare an dud.

Hag ar re a dremene hebiou d’ar C’hoadig a selle outañ evel ouzh ur baradoz vihan.

Nag a zouster a zo kuzhet e buhez un tiegezh kristen. Pegen foll eta, ar re a dremen o amzer, bep Sul, bep gouel, o tismantrañ hag o veuziñ an eürusted-se en ostalerioù, er gwin-ardant milliget ! D’ar Sul, d’abardaez, oc’h ober ur valeadenn gant bugale ha pried, er gêr d’an noz, e-tal an oaled ledan, e-kreiz ur gurunenn a garantez, pebezh eurvad dibriz, pebezh taolenn frealzus, disprizet, siwazh, gant kement a dadoù, dianav evit ken lies a diegezh, ha ken aezet da dizhout, koulskoude, koulz d’ar paour evel d’ar pinvidig !

Ken diaviz all ar re a weler bemdez o tec’hout diouzh o bro, da glask an eürusted a vez kinniget dezho en draoñienn e-lec’h m’int ganet, e-kreiz maezioù peoc’hus o Breizh-Izel !

Janig hag he fried a anaveze ervat talvoudegezh an eürusted-se, a greskas c’hoazh evito pa deurvezas Doue, a-benn ar goañv war-lerc’h, degas un aelig bihan, ur mabig ar c’hoantañ, da laouenaat o ziegezh.

Adalek neuze n’o dije ket troket o stad gant hini ar priñs galloudusañ.

– Re eürus omp, a lavare Janig. Ne ouzout ket, Perig ? Me am bez aon a-wechoù na vefemp re...

– Peseurt soñjoù ! a lavare Perig. Doue a ro dimp hon eürusted. Keit ha ma vimp feal d’e lezenn, e c’hallomp bezañ dinec’h.

Un devezh hañv, ar paotr Yannig a oa kousket en e gavell dirak an nor, e disheol ar spern-gwenn. Ar vamm a yae hag a zeue dre an ti en-dro d’he labour.

Jobig a dremenas dre an hent o tont eus ar c’hoad.

Pa welas ar c’havell gant e rideozioù gwenn, e chomas en e sav. Petra a dremenas en e spered ?... Digeriñ a reas ar glouedennig wenn a gloze d’ar porzh, ha, goude bezañ sellet mat en-dro dezhañ, e teuas goustadik betek ar c’havell.

O klevout un trouz bennak, Janig a zeuas da doull an nor. Un tammig aon a grogas enni o welout Job e-tal ar c’havell, met e zremm a oa ken madelezhus, seblantout a rae ken eürus, ma chomas ar vamm amguzhet da sellout outañ.

Jobig a oa evel semplet dirak ar bugel. A-viskoazh en devoa bet ur garantez vras evit ar vugaligoù, hag e blijadur a veze ober en-dro dezho. Ar garantez-se a seblantas dihuniñ en e galon, ha Janig e gleve o lavarout :

– O, an aelig koant ! Toutouig, mab bihan ! Toutouig la la !

War an taol, Yannig a zihunas. Neuze an diskiant a bozas war ar c’havell ar bleunioù a oa gantañ, hag o treiñ kein, e tec’has goustadik, evel ma oa deuet.

Pa voe distro an tad eus ar park, Janig a gontas dezhañ gant pres ar pezh a oa tremenet.