ur Boked glazur

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Brest, Gwalarn, 1933
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Aleksandr Ar Gall
Dans le même ouvrage :

Janig a savas laouen ar beure-se. Prenestr he c’hambrig a oa troet war al liorzh. Ar plac’h yaouank e zigoras, ha, harpet outañ, en em lakaas da huñvreal.

An amzer a oa klouar, ar maez a oa sioul, eus sioulder divent an diskar-amzer, ar sioulder huñvreüs-se a luskell ar galon etre al levenez hag ar velkoni hag a ra dezhi gouzañv ken reizh douster nerzhus ar garantez. An heol a save goustadik en dremmwel, e vannoù aour en em sile doanius e-touez an delioù brizhvelen, e taole dindano an evned o diskanoù karantezusañ. Pep tra a seblante eñvoriñ kaerder an devezh a save war ar gêrig, ha mousc’hoarzhin d’ar plac’h yaouank, a chome sebezet dirak ar mintin lugernus-se, mintin diwezhañ he yaouankiz, heñvel a-walc’h ouzh stad he c’halon.

Hag he buhez tremenet a dremenas en un taol dirak he daoulagad. Dudi, eürusted, bleunioù, setu ar pezh he doa kavet war he hent. Doue a roas dezhi un tad hag ur vamm eus ar gwellañ, a zeskas dezhi abred kerzhout war hent ar furnez, hent an eürusted c’hlan a gaver o poaniañ seder ha laouen e frankiz ar maezioù. He c’halon en em stagas ouzh ur stad-vuhez ken kaer. Bevañ evel he zud, e-kreiz he bro, gant ur c’hristen hag ur gwir Vreizhad evelti, setu huñvre he c’halon, hag, evel pa vije o tiarbenn he c’hoantegezhioù, Doue a lakaas hep dale war he hent ar mignon a glaske. Deuet e oa an deiz da seveniñ an huñvre, deuet e oa an deiz a dlee hec’h unaniñ d’an hini a gare muioc’h egeti hec’h-unan. Ur vuhez all a yae da zigeriñ eviti, pounneroc’h, trubuilhusoc’h marteze, ha koulskoude, ... daoust ha ne vije ket brav bevañ e goudor ur garantez virvidik diazezet war zoujañs Doue ?

– Va Doue, trugarez ! eme ar plac’h yaouank.

Ha daeroù a c’hlebias he divjod, daeroù a levenez mesket a dristidigezh, rak an deiz-se he rente ken eürus he diframme digant he zud vat. He c’halon en em serre o soñjal er glac’har mut a lenne bemdez e daoulagad he mamm, o soñjal en he zad, a chome hep ur bugel da harpañ e gozhni.

Mouezh skiltr ar biniou o sevel er pellder ha dor ar gambr o tigeriñ a dennas anezhi eus he huñvreoù.

– Savet out, Janig ?... Penaos, gouelañ a rez !

Ar plac’h yaouank, hep respont, en em daolas etre divvrec’h he mamm. Ur pennad e veskjont o daeroù.

– Alo, sec’h an daeroù-se, eme ar vamm da gentañ. An deiz-mañ a zo un devezh kaer evidomp. Ne fell ket e deñvalaat gant an disterañ koumoulenn a dristidigezh.

– Mamm, ... ho kuitaat !

– Em c’hichen e chomi. Bemdez en em welimp. Hor merc’h ne vo ket kollet, hag ur mab hon eus ouzhpenn !

Hag ar vamm a vousc’hoarzhe evit mougañ an daeroù a garge he daoulagad.

– Sell, emezi a-benn ur pennadig, pegen kaer eo an amzer ! Daoust ha gouelañ a c’hallez pa gan an evned ken koant ha ken lirzhin ?... O la ! Piv a zo du-hont war ar c’hleuz en tu all d’al liorzh ?

– Piv ? eme Janig, Jobig avat, mamm gaezh. Ya, ya, eñ eo ! Daoust petra a ra aze ?

An diskiant a oa dindan ur bod kelvez, troet etrezek ar prenestr. Ur bod glazur a oa en e zorn. Soñjal a reas dont betek an ti, ... ha, souden, evel pa n’en dije ken gwir da dostaat, ec’h astennas e vrec’h evel da ginnig ar boked, ha, goude bezañ graet ur sell diwezhañ, e tec’has kuit en ur redek.

– Ar paourkaezh ! eme Janig. Truez am eus outañ !