Bleunioù

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Gwalarn, 1933
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Ur beurevezh, en ur zigeriñ prenestr he c’hambrig, Janig a gavas warni un torkad bleunioù koant, goloet a c’hlizh ha nevez-kutuilhet. Chom a reas souezhet. Daoust piv en devoa degaset ar boked-se eno ? Ur paotr yaouank, a-dra-sur, rak lakaet e oa bet e-pad an noz... Perig ?... Ne grede ket, re gustum e oant an eil ouzh egile evit lavarout en dije graet c’hoarioù evel-se, pa ne oa ket he gouel... Piv a-hend-all eta ? Ha Janig gant ar bleunioù da gambr he mamm. Homañ ne oa ket sklêrijennetoc’h eget he merc’h. Ur garantez kuzhet a oa er boked-se, met daoust e pe galon e oa diwanet ?... Fañch ar Merer ? Hennezh a oa pinvidik... Laouig ar Rouz ? Kaner ha dañser evel ne oa ket !... Pe c’hoazh Herri ar Gareg, a selle ouzh Janig abaoe pell ’zo en ur huanadiñ ?... Unan bennak e oa, a-dra-sur, met piv ?

Kaset e voe keloù da Berig. Hemañ kentañ a reas a oa en em zisammañ. N’eo ket eñ a oa ar perc’henn. Klask a reas evel ar re all, met hep muioc’h a chañs. Paotr e vleunioù karantezus a chome dianav.

Eizh deiz a dremenas, hag, ur beurevezh, setu ur boked all war brenestr Janig, brasoc’h ha kaeroc’h c’hoazh eget ar c’hentañ.

– Nom d’am pesked ! eme Berig, en ur grafignat kostez e benn, setu aze un hinkin avat ! A daolioù bleuñv ec’h a hemañ dezhi !

– Pelec’h kavout feson dudiusoc’h ? eme Janig en ur vousc’hoarzhin. Hep mar, e garantez a zo ken gwerc’h, ken flour hag e vleunioù.

– Diwall na dremenfe ken prim hag i, eme Berig... Met, kuit a farsoù, me ’zo krog da vezañ nec’het.

– Peseurt koñchoù ! eme ar plac’h yaouank. Ken nebeut a fiziañs ec’h eus ez Janig ?... Met, memes tra, fentus eo, hañ !

– Fentus ken na rankan gouzout piv eo ! Nag e rankfen tremen pemzek deiz hep mont em gwele.

E-pad eizh deiz ec’h eveshaas. Krog e oa da skuizhañ, – ne oa ket hep abeg, – pa welas, ur sulvezh vintin, a-raok an deiz, Jobig, ya, Jobig ar C’hoadoù, en ur zistreiñ eus ar c’hoad, o tostaat sioulik da brenestr ar plac’h koant hag o lakaat goustadik ur boked glizhennet er memes lec’h gant an daou all.

Perig a zirollas da c’hoarzhin :

– Hola ! hola ! ur gwall enebour am eus tapet aze. Ne grenen ket hep rezon ! n’eus forzh, ez an d’ober ur c’housk bremañ... A, Jobig ! Janig, avat, a zo o vont da c’hoarzhin.

Hag, an deiz war-lerc’h ar beure, ar paotr a gemere gwenodenn ti e zousig. E oa homañ o lakaat ar bleunioù en ur werennad dour sklaer, he mamm en he c’hichen.

– Ur boked adarre, emezi kerkent ha ma welas he mignon.

– Adarre ! eme hemañ. O, Janig, stad a zo ennout gant da vleunioù, met muioc’h a vo c’hoazh pa anavezi o ferc’henn.

– Penaos ? Te ’oar piv eo ? Komz prim ’ta, Perig.

– Klask c’hoazh, eme ar paotr o vousc’hoarzhin.

– Kleuzet a-walc’h em eus va fenn evel-se. En anv Doue, dinec’h ac’hanon !

– Jobig ar C’hoadoù, dimezell Janig, eo ar c’hoanteg ijinus-se !

– Jobig ar C’hoadoù ! eme ar plac’h yaouank o tirollañ da c’hoarzhin. Arsa, va Doue evelkent, hag e kav deoc’h eo dre garantez ?

– Dre garantez ?... Ya, sur end-eeun ! Ma’z pije gwelet gant pebezh evezh e renke e vleunioù ha pebezh sell a daolas, a-raok kuitaat, war ar prenestrig serret !

– Paourkaezh Jobig ! emezi. Biken n’em bije soñjet !

– Perak ’ta, Janig, eme ar vamm, ne vefe ket gouest kalon ar paourkaezh-se da c’houzañv evel ar re all ? Na rit ket a c’hoap, bugale. Pec’hed e vije. An huñvre-se, a-dra-sur, a zo prederiet gant hennezh abaoe pell ’zo. Met, d’am soñj avat, degemer e vleunioù a zo reiñ tu dezhañ da genderc’hel. Mar grit diouzhin, e vo lezet ar boked war ar prenestr. Pa gavo anezhañ sec’het en e blas, marteze ec’h intento.

– Ma, avat, eme Berig, kement-se n’eo ket va soñj-me. An inosant paour en deus, a-dra-sur, ur blijadur vras o tastum ar bleunioù-mañ da Janig. Chom hep o degemerout a vefe ober dezhañ re a boan-galon.

– Abred pe ziwezhat e ranko gouzout !

– Marteze a-benn neuze en devo cheñchet soñj.

Hag ar merc’hed a yeas da demziñ en em wiskañ evit an oferenn-bred, tra ma tistroe Perig d’ar gêr d’ober kemend-all. Ya, met ar fent a oa re vras. Da gentañ mignon a gavas war e hent, ar paotr yaouank a zisplegas an nevezinti. Ar brud a redas buan, hag a-benn an noz, ne oa kont er gêriadenn nemet eus karantez Jobig.

– Diwall, Perig, eme unan ; ur gwall vleiz ac’h eus aze.

– Kae da serriñ bleunioù, eme un all ; anez ez out paket.

Jobig ivez, a c’hellit krediñ, ne oa ket espernet.

– Petra hon eus klevet, Jobig. Ez out o vont da zimeziñ, ha d’ur goantenn, ma ’gomz dit ! Ar vravañ eus ar vro ! Ur mestr out da c’hoazh !

Jobig ne responte ket alies, met c’hoarzhin a rae kalonek, hag an holl gomzoù-se en em c’harane don en e benn. Koulz pe goulz eus an deiz, e kave tu da vont d’ar c’hoad da gutuilh ur boked d’e zousig. N’en devoa nemet an doare dudius-se da ziskuliañ dezhi e garantez.

Siwazh ! huñvreoù aour ar paourkaezh Job a oa war var da vezañ bruzhunet.