an Tan

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Brest, Gwalarn, 1933
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Aleksandr Ar Gall
Dans le même ouvrage :

– O Perig, eme Janig en ur grenañ, hennezh a c’hoario un taol fall bennak dimp !

– Lez-eñ, eme hemañ. Petra ’ray ? Hep dale e vo erru pell ac’hann. Alo, cheñch da zilhad. Poent eo mont en hent.

– Perig, me n’em eus ket c’hoant da vont d’an eured.

– Arsa, Janig, te ’zo sot !

– Me ’zo nec’het, n’oufes ket soñjal pegement !

– Alo, alo ! Hon tud a vo o c’hortoz. Me a zo o vont da stagañ ! Kas ar soñjoù du-se da stoupañ ! Gwell eo ganin eo tec’het hennezh eget na vije chomet amañ hiziv.

Katell, an devezhourez, a zeue en ti.

– Penaos, emezi, n’eo ket prest an dud amañ c’hoazh ?

– Nann, nann, eme Janig. N’eus fin ebet d’hon troioù, Katell gaezh.

– C’hwi, sur a-walc’h, a gav diaes kuitaat ar mabig-se. O, bezit dinec’h ! N’eo ket ar wech kentañ da Gatell gozh da baskañ kaot d’ar bouponoù.

– Ya, ya, Katell, fiziañs hon eus ennoc’h. Setu perak hon eus ho klasket dreist ar re all.

Katell, ur gomer bentet, a c’hwezhas gant kement-mañ hag a lakaas ur brizenn, tra ma’z ae Janig da wiskañ he dilhad kaer, he dilhad eured, a zegase dezhi bep gwech ar wellañ eñvor... Ma, tra souezhus ! An deiz-se, n’o lakae ket gant an hevelep plijadur. Ur bec’h a samme he spered, ha, kaer he devoa, n’oa ket evit hen lemel.

Ur pennad goude, roet ganti un urzh bennak da Gatell, ha poket kant gwech d’he mab, Janig a bignas er wetur e-kichen he fried. Un touchad skourjez da Goantig, hag a-raok !

– Erru oc’h evelkent ! eme an dud kozh e ti ar Mignon o c’hortoz. Ni a zo prest un eur ’zo !

– Abred a-walc’h e vimp. Koantig n’eo ket hualet, eme Janig o vousc’hoarzhin, c’hoant dezhi da vezañ laouen evel kustum.

Met ur vamm a wel pizh.

– Petra ac’h eus hiziv, eme he hini, ne seblantez ket laouen ? Daoust, emezi en ur vousc’hoarzhin, ha blev torret a vefe ?

– O mamm, eme Janig, kement-se ne vo biken ! Kuita, Perig ?

– Hor mamm a oar se ervat, ha setu perak e komz evel-se, eme hemañ eürus.

– Petra neuze ’ta ?

– Netra sur, koulz lavarout !

Hag e kontas an tamm trubuilh a nec’he anezhi.

– Bez dinec’h ! eme an holl. Kement-se n’eo netra. N’out ket kustum da gavout skoilh ebet war da hent, met ret e vo dit en em ober ouzh ar vuhez.

Janig a davas. En eured e voe graet stad anezho. An traoù a gerzhe ervat. An holl a oa laouen. Janig a stourme outi hec’h-unan. Diaes e kave, hi ken seder peurvuiañ, bezañ teñval he fenn e-kreiz kement a zudi. Met, kaer he devoa, bepred ha daoust da bep tra, e tistroe he spered d’ar gêr, e-lec’h he doa lezet ul lodenn eus he c’harantez.

E-keit-se, petra a dremene er C’hoadig ?

Katell, kentañ tra a reas pa voe tec’het ar vistri, a voe temziñ ur bannac’h kafe a-zoare, hag hen evañ en he flijadur goude bezañ troc’het anezhañ gant ul lommig mat a loko, – rak, ouzhpenn ma oa komer, ar plac’h ne daole ket ur bannac’h en he botoù, – hag, he c’hof tennet eus ar vizer, pa ne oa ket c’hoazh dihunet ar paotrig, Katell d’ober tro an ti.

Petra ! Ret e oa dezhi moarvat gouzout penaos e oa ar stal en tiegezh-se, a rae kement a c’hoant d’an holl. Presoù, gweleoù, bankoù, eus an traoñ betek krec’h, e voe bizitet ervat an holl draoù, ha da bep tro, Katell a lavare outi hec’h-unan :

– Ya, ya, renket-mat eo an traoù amañ ! Ar seurt-mañ n’eo ket peorien heoliet int, fin d’am doupenn !

D’abardaez, un toullad mignonezed da Gatell, ha ken latennet evelti bemdez, a zeuas, pedet ganti, d’ober dezhi ur weladenn.

Penaos ! Daoust ha kavet e vije gwelloc’h tu da anaout teñzorioù an ti koant-se ? Ha goude, war ar stêr, e toull ar forn, e vije gallet kontañ... ken na strimpfe ar vavitenn !

D’an noz, kousket ar paotrig ha debret he c’hoan, Katell a chomas ur pennadig war an oaled. Ar voutailhad lagout, roet dezhi diouzh ar beure gant Janig, – homañ a anaveze he zamm tech, – a izelae tamm-ha-tamm. Bep dek munut e roe Katell ur pokig dezhi. Tamm-ha-tamm ivez, he fenn a bounneraas. Ul lommig c’hoazh, ha setu Katell baour o saludiñ ar gouloù !

– Hola vat ! emezi. Poent eo kas kousket d’e wele. Pounner eo an amzer fenoz !

Ha Katell, hep kaout soñj zoken da brennañ mat an nor, en em daol en he gwele. A-benn ur pennadig, ur roc’hadenn bounner a sklokas en ti didrouz. Aet e oa Katell gozh, gant he gwin-ardant, da vro an huñvreoù.

Mar bije bet dihun, paourkaezh plac’h, he dije hiriset o welout un den, liv ar gounnar war e zremm, o tigeriñ an nor goustadik hag o treuziñ ken sioul all ar penn eus an ti e-lec’h ma oa gwele Katell ha kavell an aelig. Ha, mar he dije gwelet Janig ar sell a gasoni hag a blijadur diaoulek a daolas war ar c’havell-se, he c’halon a vamm dener he dije en em frailhet en he c’hreiz.

Prest goude, kaset gantañ e vennad da benn, an treitour milliget, ar mevel digalon a dec’has diouzh an ti hag en em gollas en noz teñval.

Souden, un trouz, sec’h evel an tan o kregiñ, a savas er penn all eus an ti, hag ur c’hwez loskus e gargas, ma tihunas Katell hanter spontet.

Moged a oa en ti ! Ar plac’h paour, strafuilhet-holl, a sav, ha diarc’hen, en ur huchal pennfollet, etrezek ar Gêr-Wenn :

– An tan er C’hoadig !

An dud, dihunet er spont, a zerede, pep hini primañ m’halle. Unan a redas d’ar vourc’h da lakaat seniñ ar c’hloc’h, hag hep dale un niver bras a dud a voe dastumet dirak ar gêrig.

An tan ivez n’en devoa ket kollet e amzer. Ur penn eus an ti betek an nor a oa leun a flamm.

– N’eus netra d’ober aze, eme an dud. Saveteomp al loened !

Souden ur vaouez spontet a youc’has :

– Ar bugel ! Ar bugel ! O va Doue !

Katell a oa e-kreiz he strafuilh, hanter vezv c’hoazh ivez marteze. Ar paoukaezh plac’h he devoa ankounac’haet ar paotrig.

– Ar bugel ! eme an holl, evel un heklev spouronet. Ar bugel a zo en ti ! O Itron Varia, mouget eo a-benn bremañ !

– Marteze n’eus ket a dan c’hoazh e penn ar c’havell, eme Gatell.

An dud en em selle. Daou pe dri a dostaas d’an nor. Met ar riskl a oa ken bras ma teuent holl a-dreñv en ur grenañ.

– Fin ’zo ! Re ziwezhat eo ! eme an holl. O va Doue ! An aelig paour ! O Janig !...