ur Pesketaer
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
Fañch ar Berr dre e anv
(Hirañ den zo bet er vro)
Disul, da stank Gwig oa aet
Da reiñ o c’hoant d’ar pesked.
Pe ar buzhug a oa fall,
Pe an aotrounez mezv-dall,
Mouzhet, dalc’het marteze
’N eured bennak en deiz-se ;
’Vit sur, nikun anezho
Ne rae min da zont war-dro,
Ma kouskas mik Fañch ar Berr.
Petra ken ’noa da ober ?
Na drolañ tra oe gwelet
Divesker Fañch astennet
Unan ’n eskopti Kemper,
Eben ’n hini Landreger.
Kostez-Nord* ha Finister [bremañ Aodoù-an-Arvor]
Zo stag-ha-stag dre ur stêr
P’hini lies en dour koll
En em stlabe ’vel ur foll.
Eno, ’kreiz ar mein bili,
Fañchig ’vit e izili
’Doa kavet ur gwele flour ;
A bep tu ’rede an dour ;
Hag evel ma lâran deoc’h* [T dec’h],
Mar goa e geinig er sec’h,
E selloù noazh a dape
Bro Sant Mikael ha Sant Bre.
Ken kreñv ’roc’h ar pesketaer
Ma tered ar miliner
Da c’hoût piv ’vlej gousperoù
D’e dañched*, d’e silioù. [galleg tanches]
« Mat a-walc’h, ’me hon gwazig…
Berr ’vo souden war Fañchig.
Hep mar bras, pa zihuno
’Vo graet dezhañ e varv. »
Ar miliner ’lâre gwir.
Divoredet Fañch an hir,
E vuzhug oe bet prizet,
E bemp gwialenn skubet.
Gant piv, moarvat e c’houl’fot ?
Ha me ’oar ! – Goût a rafot
Mard it war-dro ar pesked,
Diwallit mat da gousket.