Barzhoneg pe kanaouenn ar Bretoned
war don An hini gozh
I
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
II
O ya ! D’ar brezel paotred taer,
Paotred vat ha seven er gêr.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
III
Tec’het a ra [’r] Saoz penn-da-benn
Pa lavaromp-ni : « Torr e benn ! »
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
IV
Hogen, klevit en euredoù
Kanaouenn skiltr ar binioù.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
V
O Breizh-Izel ! O kaerañ bro !
Koad en he c’hreiz, mor en he zro !
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
VI
Allaz ! Mar tlean Breizh kuitaat,
Me ’ouelo ’leizh ma daoulagad.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
VII
Mirit, breudeur kaezh, ho penn-lazh.
Ho plev hir, ho pragoù bras.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
VIII
Gourenit mat ! Ur gourener
En deus kalon ar merc’hed kaer.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
IX
Me ’droc’ho ma zeod em beg
Kent dizeskiñ ar brezhoneg.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
X
Karantez dit, bro karadeg !
Breizh-Arvorig, douar dervek.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
XI
Koulskoude, dreist an holl vadoù ;
Karomp ar C’hrist, Doue hon tadoù.
Ni zo bepred
Bretoned,
Bretoned tud kalet.
—
E miz gouere 1836