Emzivadez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 21/02/1909
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Me n’en don ’met un emzivadez,
A c’hlac’har karget ma buhegezh ;
Noz ha deiz e skuilhan daeroù,
          Alies ;
Netra na skañva ma foanioù
          C’hwerv.

Abred e kollis ma mamm, ma zad,
M’en eus biskoazh o anavezet mat.
Chom ma-unan. O ! na c’hwervañ
          Kalonad !
Tad ha mamm, ennoc’h e soñjan,
          Bremañ !

Kent mervel, ur vamm garantezus
’Daolas warnomp ur sell truezus
Ha ’lâras gant ur vouezh izel,
          Ankenius :
Petra ’ri hep mamm na skoazell,
          Bugel ?

Ab’oe ’n eur-se dourek e ouelan,
Emzivadez kollet dre amañ ;
Hep nerzh, hep skoazell, hep souten,
          E vevan !
N’em bo plijadur ebet ken,
          Biken !

’Vidon ar vuhez a zo kalet ;
Taolet-distaolet ’z on dre ar bed !
C’hoazh ne gavan ket, evidon
          Poan spered !
Karantez dener ur galon
          Gwirion.

M’am bije bet c’hoazh da’m frealziñ,
Ha da gemer lod em foanioù kriz,
Un ene leun a drugarez,
          O dudi !
Met dilezet ez on bemdez,
          Bemdez !

Dilezet ’z on gant ma c’henvroiz,
Gant ma anken me zo arru skuizh ;
Kreskiñ a ra ma zrubuilhoù
          E pep giz ;
Netra na skañva ma foanioù
          Garv !

Perak eo ar vuhez ken digar
Evit ur rumm tud war an douar,
Pa vez ur rumm all evurus,
          Hep glac’har,
Ha ma foanioù-me hirvoudus,
          Padus !

Pa huñvrean ’barzh ma c’hambr dister,
Pa huanadan gwech hag amzer,
’Teu davedon ul labousig
          Ken tener,
Da ganañ din un tamm sonig,
          Sioulik.

Evnig bihan kan eta da son,
Kan da laouenaat din ma c’halon !
Te a vo d’an emzivadez
          Ur mignon ;
Hepdout n’he defe levenez
          Jamez.

Pa ven dilezet gant an estren,
Pa vez ma c’halon leun a anken,
E kasan deoc’h, o ma Doue,
          Ur bedenn,
Teurvezit kemer ouzhin-me
          Truez.

Pegoulz e tavo, da vihanañ ?
Pegoulz ’achuo ar vuhez-mañ ?
Ma c’hallo ma spered nijal,
          O kanañ,
Ha mont d’an neñvoù dishual,
          Raktal !

Pa vo marv an emzivadez,
Piv a bedo ’vit ar plac’hig kaezh ?