Yannig Skolan – Truez an ene
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
Yannig Skolan hag e baeron
Zo aet o daou da c’houl’ pardon,
Da c’houl’ truez d’an eneoù,
Da c’houl’ pardon d’ar beredoù.
Yannig Skolan a c’houlenne,
E ti e vamm pa enderue* : [LV en entrant]
– Noz vat ha joa, tud an ti-mañ,
Hag aet ’eur da gousket ennañ ?
Aet ’oc’h holl amañ da gousket,
Nemet ma-unan ’on chomet ;
Me a zo chomet ma-unan
Amañ, evit pakañ an tan.
– Na dre belec’h ’oc’h-hu deuet ?
Ma dorojoù em bioa prennet ;
Prennet em boa ma dorojoù,
Ha morailhet ma frenestroù.
– Mar poa prennet ho torojoù,
Me ’voar* an doare a bell zo. [oar]
Enaouit gouloù, c’hwezhit tan,
Ha ’welfec’h daou e-lec’h unan. –
Ar gouloù pan oa enaouet,
Meurbet emañ-hi bet spontet,
O welet daou war al leur-zi,
Da hanternoz o komz outi.
– Tavit, va mamm, na spontit ket ;
Me eo ar mab hoc’h eus ganet,
’Zo deut ur wech c’hoazh d’ho kwelet :
Bennozh va mamm am eus kollet.
– Mard eo va mab ez eo hemen*, [hemañ]
M’em boa e lienet e gwenn
Hag eñ deut e du da’m gwelet ;
Evit doare ez eo poaniet ?
Du eo da varc’h, du ’out ivez ;
Ken garv e reunenn ma pikfe ;
C’hwezh kornoù* rostet e glevan ; [kerniel]
Va mallozh gant va mab Skolan.
– War marc’h an diaoul ’on deut amañ
Gantañ d’an ifern ez ean ;
Me ’ya d’an ifern da leskiñ,
Ma na geret* ma fardoniñ. [garit]
– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Lakaet ’teus an tan em zi forn,
Ha devet triwec’h loen-korn.
– Va mamm, me ’voar* ervat am eus, [oar]
Siwazh ! dre wall-youl*, ha dre reuz ; [LV méchanceté]
Hogen, p’am eus truez Doue,
Va mamm, ho pet ouzhin truez !
– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Lakaet an tan e seizh bern ed,
Seizh iliz, seizh beleg devet !
– Va mamm, me ’voar* ervat am eus, [oar]
Siwazh ! dre wall-youl*, ha dre reuz ; [LV méchanceté]
Hogen, p’am eus truez Doue,
Va mamm, ho pet ouzhin truez !
– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Gwallañ* teir eus da c’hoarezed, [LV outragé]
Lazhañ va nizez Morised !
– Va mamm, me ’voar* ervat am eus, [oar]
Siwazh ! dre wall-youl*, ha dre reuz ; [LV méchanceté]
Hogen, p’am eus truez Doue,
Va mamm, ho pet ouzhin truez !
– Penaos ’oufen az pardoniñ ?
Bras eo an droug a teus graet din :
Kollet ’teus din va levr bihan,
Va flijadur war ar bed-mañ.
– Va mammig paour, em pardonet* ; [pardonit]
Ho levr bihan n’eo ket kollet ;
’Mañ ’barzh ar mor tregont gourhed,
Ur pesk alaouret d’e viret.
N’eus erruet droug ebet gantañ
’Met gant teir feuilhenn ane’añ ;
Unan dre zour, un all dre wad,
Un all dre zaeroù ’m daoulagad. –
Neuze e baeron, ’oa gantañ,
E deuas da gomz evitañ.
– Te zo ur vamm kriz a galon,
Da lezel da veb hep pardon !
Penaos, mamm griz ha dinatur,
’Bardonfes ket da grouadur !
Ma ’ya da vugel d’an ifern,
Te ’yey ivez kig hag eskern.
– C’hoazh kent evit ma’z pardonin,
Un dra bennak e lârfes din
Dimeus ar pezh a teus gwelet
Ab’oe m’out aet diwar ar bed.
– Va mamm, va mamm, ma em c’hredet,* [c’hredit]
Kouez* d’ar gwener na refec’h ket ; [LV buée]
Neb a verv lijoù* d’ar gwener, [LV fait la lessive]
Parediñ* ’ra gwad hor Salver ; [LV cuit dans l’eau]
’Lamfet ket ’r c’hôg* digant ar yar [ar c’hilhog]
Na Yann ar boc’hig* digant par ; [boc’hig-ruz, LV rouge-gorge]
Ar c’hilhog a gan en uhel,
A gan pa gan an ebestel ;
Pa gan ar c’hôg da hanternoz,
’Kan an aelez er baradoz ;
Pa gan ar c’hôg, pa strink an deiz,
E kanont holl, sent hag aelez.
Dreist pep tra deoc’h e kelennan*, [LV conseille]
Ha dalc’hit koun eus an dra-mañ :
Minellit an hoc’h, pe hent all
Turiellañ* ’rey ar park segal. [turiañ, LV ravagera]
Mouchit mat ho kole bihan,
Pe hent all ez po poan gantañ ;
Ha heudit mat ho marc’h divank*, [LV folâtre]
Pe en em veuziñ ’rey er stank. –
Antronoz-beure, pa savas,
Maen an oaled toull a gavas :
Hi a gavas toull an oaled :
Gant penn he c’hlin oa bet toullet ;
Ha lommoù gwad e-touez ar glaou
En doa skuilhet gant he zaeroù,
War al ludu ha war an tan
Hag a oa bet mouget gantañ.
– C’hwezh tin ha lore a glevan* : [LV je sens]
Va bennozh gant va mab Skolan ;
Gwenn eo e varc’h, gwenn eo ivez,
Ken splann hag an heol eo e voue*. [voueñ]
Va mab Skolan, lavar din-me,
Ma* ’ez ’ta gant da baeron-te ? [LV où]
– D’ar baradoz ez an gantañ,
Gant bennozh va mamm a gavan. –