Son al leur nevez

barzhaz breizh - son al leur nevez
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ma zud oa aet d’al leur nevez ;
Ha me d’o heul d’ar fest ivez !

    Son, kloc’h Nizon,
        Son, son,
    Son, kloc’h Nizon,
        Son, son !

D’al leur n’ez* oant aet d’ar maner,    [Ku nevez] 
Fae vie* bet ganin chom er gêr !    [Ku vije] 

    Son, kloc’h Nizon...

Paotred eno na vanke ket,
Na merc’hed koant – o – kennebeut*    [Ku kenneubet] 

Dridal a ree ma c’halon
O kle’out ar sonerien ’son.

Pa welis ur plac’h o tañsal,
Ken drant evel un durzhunell* ;    [Ku durzhunall] 

He daoulagad evel glizhenn*    [Ku glizin] 
War ar bleuñv spern-gwenn, da vintin,

Hag i ken glas evel bleuñv-lin ;
He dent ken kaer evel mein-fin ;

He neuz ken drant ha ken laouen :
Hag hi mont da sellet ouzhin*,    [Ku ouzen] 

Ha me mont da sellet outi,
Ha me mont goude d’he fediñ,

D’he fediñ ’vit ur jabadao*,    [Ku jabadaou] 
Ha ni war an dachenn hon daou !

Trema oamp gant an abadenn,
Me ’waske war he dornig gwenn ;

Hag hi c’hoarzhin, c’hoarzhin ken dous
Hag un ael eus ar baradoz* ;    [Ku baradouz] 

Ha me mont da c’hoarzhin outi ;
Ha ne garan mui nemeti.

Me ’yelo d’he gwelet henoazh,
Ur voulouz ganin, hag ur groaz ;

Ur voulouzenn du hag he c’hroaz,
Prenet e foar Sant Nikolaz,

Sant Nikolaz, hor patron bras,
A vo brav war he goûgig noazh ;

Hag ouzhpenn, ur walenn arc’hant
Da lakaat war he bizig koant,

Da lakaat warnañ da vezo*,    [Ku vezou] 
Ma soñjo ennon ’wechigoù.

O tont en-dro a di ma dous,
Degou’et ganin ’r c’hemener kozh* ;    [Ku kouz] 

Ar c’hemener em eus kavet,
Hag ar son-mañ en deus savet.

    Son, kloc’h Nizon,
        Son, son !