ar Gouriz

Gwelet em eus ur fleurenn,
Ur gazeg vihan, hi laouen.
– O ! – Gra, pa ri tra,
To, pa ri ti ;
Gra, pa ri,
Pa ri tra,
Ne oa soñj de’i nemet da vat,
Nemet da vragal ’barzh ar prad,
– O ! – Gra, pa ri tra, h.a.
Nemet da beuriñ ar geot glas,
Ha da evañ dour deus ar wazh.
Ken a zeuas ’benn gant an hent
Ur marc’heg yaouank, hag eñ ken !
Hag eñ ken ampart ha ken drant !
E zilhad a aour hag arc’hant.
Hag ar gazeg ’dal’ m’e welas,
En he sav sou’et* a chomas ; [souezhet]
Ha goustadig a dostaas,
Hag he fenn d’ar gloued ’astennas ;
Hag ar marc’heg he likaouas,
Hag e veg d’he beg a lakas ;
Ha goude-se he briataas,
Hag hi ’n em gavas en he aes*, [eas]
Ha goude ’neus he c’habestret,
Ha goude en deus he senklet.
– O ! – Gra, pa ri tra, h.a.