Milinerez Pontarv

E Banaleg zo ’r pardon kaer
’Lec’h ’ya ’r merc’hed koant gant al laer.
Ha ! ma meil’* a drey, [evit milin]
Diga-diga-di,
Ha ! ma meil’ a ya,
Diga-diga-da.
Eno e weler ar baotred,
Gante kezeg bras ha sternet,
Hag o zogoù a zo bleuniet
Evit dirollo ar merc’hed.
Gwilhaouig kromm zo glac’haret,
E Fantig koant en deus kollet.
– Kemenerig, ’n em gonfortit*, [K gonfortet]
Ho Fantig koant a vo kavet.
’Mañ du-se e meil’ Pontarv,
Ar baron yaouank war he zro.
– Tok, tok, tok ! – o ! – miliner,
Degas ma dous Fantig d’ar gêr !
– N’em eus gwelet ho tous Fanchon,
’Met ur wech e meil’ ar baron ;
Ur wech amañ e-tal ar pont,
Ur rozennig war he c’halon,
Ganti ur c’hoef ken gwenn hag erc’h
A ’nefe ket bet diganeoc’h*, [K diganec’h]
Ur c’horf* voulouz du ’n he c’herc’henn, [corset e galleg]
Hag hen bordet gant arc’hant gwenn ;
Ganti ’deus he brec’h ur paner
Frouezhioù ken melen ha ken kaer !
Frouezhioù deus jardin ar maner,
Bleunioù fin warne, kemener :
En em sell a rae ’barzh ar stêr ;
Ne oa vil, endeo, na dister !
Hag a gane ken alies :
– Me ’garfe bout milinerez,
« Me ’garfe bout, a-greiz-kalon,
Milinerez ’meil’ ar baron. »
– Miliner, n’am godisit ket :
Ma Fantig koant din daskorit*. [K daskoret]
– Ha pa rofec’h din pemp kant skoed,
Ho tous Fantig n’ho pezo ket,
« N’ho pezo ket ho tous Fanchon,
Chom a rey e meil’ ar baron ;
« Ho tous Fantig n’ho pezo ket,
Rak emañ ganin gwalennet ;
« Chom a rey gant ’n aotroù Youenn
A zo ur c’hristen mat a zen. »
Milinerien zo paotred gae !
Ne reont mui nemet kanañ ’ne ;
I a lâre ’n ur c’hwitellat :
– Krampouezh hag amann a zo mat !
Krampouezh hag amann a zo mat !
Ha nebeudig eus pep sac’had,
Ha nebeudig eus pep sac’had ;
Hag ar merc’hed kempenn avat !
Ha ma mil’* a drey, [evit milin]
Diga-diga-di,
Ha ma mil’ a ya,
Diga-diga-da.