Marv Pontkallek (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    II

Pellik zo emañ dianket ;
Evit e glask n’e gaver ket.

Ur paour eus kêr, o klask e voued,
Hennezh en deus hen diskuliet.

Ur c’houer n’her defe ket graet,
Pa vije roet de’añ pemp kant skoed.

Gouel Maria ’n eost, deiz evit deiz,
An dragoned oa war vale :

– Lîrit-hu din-me, dragoned,
O klask ar markiz emaoc’h bet ?

– O klask ar markiz emaomp bet ;
Daoust penaos emañ-eñ gwisket ?

– Er c’hiz diwar-maez ’mañ gwisket ;
Glas e vourled hag eñ bordet ;

Glas e jak*, ha gwenn e chupenn ;    [LV soubreveste] 
Getroù ler, ha bragoù lien ;

Un togig plouz neudennet ruz ;
War e skoaz, ur pennad blev du ;

Ur gouriz ler ; div bistolenn,
Hag i a Vro-Spagn, a zaou denn :

Gantañ dilhad pilhoù-huan,
Gant unan alaouret dindan.

Mar fell deoc’h-hu roiñ din tri skoed,
Me a rey deoc’h-hu e gaouet*.    [gaout] 

– Tri gwenneg zoken na rimp ket,
Taolioù sabrenn, ne lâromp ket ;

Ne rimp ket zoken pemp gwenneg,
Ha te ’rey deomp kaout Pontkalleg.

– Dragoned ker, en an’ Doue :
Na it ket d’ober droug din-me :

Na it ket d’ober droug din-me ;
Ho hentañ raktal e rin-me :

’Mañ-eñ du-se, er sal, ouzh taol,
O leinañ gant person Lignol.