Markiz Gwerann (4)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    IV

Naig Kalvez o tont en-dro,
Leun he daoulagad a zaeroù.

– Va mammig ma em [c’haret*]    [c’harit] 
Va gwele din-me a refet ;

Va gwele din-me ’refet aes ;
Rak va c’halonig zo diaes.

– Ho kalon a zo diaezet,
Va merc’h, dre ’maoc’h eus re zañset.

– Va mamm, n’em eus ket re zañset.
Markiz fall en deus hel lazhet !

Markiz Gwerann, an treitour,
En deus lazhet va c’hloareg paour !

C’hwi a lavaro d’ar c’hleuzier,
Pa zeuio d’e gerc’hat d’ar gêr :

« Na daol tamm douar war e vez :
E-berr va merc’h a yey ivez. »

Pa n’omp bet kousket er gwelead,
Ni ’gousko hon daou er toullad ;

Pa n’omp bet euredet er bed,
Dirak Doue ’vimp euredet. –