Lez-Breizh – ar C’himiad (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Pa oa paotr Lez-Breizh e ti e vamm
En devoe bet ur pedeiz* estlamm :    [un deiz] 

Ur marc’heg o tonet gant ar c’hoad,
Hag eñ penn-da-benn harnezet mat.

Hag ar paotr Lez-Breizh ’dal’ m’e welas
Arvariñ ’oa Sant Mikael a reas ;

Ha war e zaoulin en em strinkas
Hag en em groazañ prim a reas.

– Aotroù Sant Mikael, en an’ Doue,
Na it ket da ober droug din-me ! –

– An Aotroù Sant Mikael ned on ket,
Nag un droug-oberour kennebeut*,    [K kennebet] 

Sant Mikael, avat, me n’am on ket ;
Marc’heg urzhet, na lavaran ket. –

– Gwelet marc’heg biskoazh n’am eus graet,
Na komzet anezho kennebeud*. –    [idem] 

– Un den eveldon an hini eo* ;    [K eou] 
’Gwelas-te unan o vont e-bioù ? –

– Leveret-hu din-me da gentañ ;
Petra se, na petra ’rit, gantañ ? –

– Pezh am eus c’hoant a dizhan gantañ ;
Ur goaf a leverer anezhañ ; –

– Gwell eo ganin, gwell eo va fenn-bazh ;
Na eer ket en he arbenn hep lazh ;

Na petra an diskell koueveur*-mañ    [kouevr] 
A zougit-hu diouzh ho prec’h amañ ? –

– Ned eo ket, mab, un diskell koueveur*,    [idem] 
Un tarzhian-gwennek e c’halver*. –    [K c’halveur] 

– Aotroù marc’heg, na’m goapeit ket ;
Meur a wenneg tarzhet ’meus gwelet

Derc’hel e rafe unan em dorn,
Ken ledan emañ hag ur maen-forn.

Na peseurt dilhad a zo ganeoc’h ;
Ken pounner hag houarn, pounneroc’h. –

– Ul lereg houarnet eo ivez
Da’m difenniñ deus taolioù kleze. –

– Ma ve ’n heizez evel-se sternet,
Diaesoc’h e vijent da dizhet.

Hogen, aotroù, leveret din-me,
Ha ganet emaoc’h bet evel-se ? –

Ar marc’heg kozh, evel m’e glevas,
A-walc’h e galon c’hoarzhin a reas.

– Piv, an’ diaoul ’ta, en deus ho sternet
Ma ned oc’h bet evel-se ganet ? –

– An hini en deus gwir da ober,
Hennezh en deus graet, va mabig ker. –

– Ha piv ’neus bremañ gwir da ober ? –
– Den nemet an aotroù kont Kemper.

Lavar ivez an taol-mañ din-me ;
’Gwelas-te un den eveldon-me ? –

– Un den eveldoc’h am eus gwelet :
Ha dre-se tre, aotroù, emañ aet. –