Kloareg Rohan (4)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

A-benn ur pennad goude-se,
’Teuas ar c’hloareg adarre :

– Ouzhin, itron, a sentefec’h,
Pe bremañ raktal e varvfec’h ! –

Gwell eo ganin mil gwech mervel
’Vit ober ur pec’hed marvel. –

Ar c’hloareg lik, pe he c’hlevas,
Gant ar gounnar a zridallas* :    [droidellas] 

E c’hourgleñv en deus diouinet,
Ha ganti en deus her bannet ;

Met he ael gwenn hi diwallas,
Ha gant ar voger e skoas ;

Hag an itron gaezh d’en em dec’h ;
Ha da brennañ ’n nor war he lerc’h.

Hag eñ da zastum e c’hourgleñv,
Ken diboell evel ur c’hi klañv* ;    [klaon] 

Hag eñ d’an traoñ gant an diri
Ha daou ha daou ha tri ha tri ;

Ha tre e kambr ar vagerez ;
Ar bugel enni kousket aes,

Enni e-unan ar bugel,
Ur vrec’h e-maez eus e gavell,

E vrec’hig istribilh a-grenn,
Hag e vrec’h all dindan e benn ;

Hag e galonig dizolo…
Siwazh ! mamm baour, c’hwi a ouelo !

Ha goude d’an nec’h e pignas,
Hag e du ha ruz e skrivas,

’Skrivas ken-ha-ken d’an aotroù :
« Hastit ! hastit da zont en-dro* ;    [en-dro] 

Hastit, aotroù, da zont d’ar gêr
Da lakaat reizh en ho maner ;

Lazhet ho ki, hag ho marc’h glas,
N’eo ket aze ’ra din-me wazh,

N’eo ket aze ’raio deoc’h wazh :
Lazhet ho pugelig, siwazh !

Ar wiz vras he deus hen debret
Keit ha m’oa er bal ho pried,

Er bal gant he dous miliner
A blant ur rozenn er maner. »