Kloareg Rohan (3)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Monet ’eure ar c’hloareg fall
Davet an itron ur wech all :

– Koll a rit, itron, ho kened,
O ouelañ noz-deiz ’vel ma rit*. –    [K ret]

– Me na ran forzh gant va gened,
Pa na zeu en-dro va fried. –

Pa na zeu ho pried en-dro,
’Michañs, eo dim’et pe marv.

E bro sav-heol zo merc’hed koant,
Hag ouzhpenn o deus kalz arc’hant.

E bro sav-heol a zo brezel ;
E-leizh, siwazh ! a rank mervel.

Mard eo dim’et, milligit-eñ,
Mard eo marv, ankouait-eñ. –

– Mard eo dim’et, me a varvo,
Me a varvo, mard eo marv. –

– Ar bank* en tan na laker ket,    [an arc’h] 
Dre ma ve an alc’hwez kollet ;

Un alc’hwez nev’, war va mennozh,
Zo gwell eget un alc’hwez kozh. –

– Tec’h du-se, kloareg reuzeudik,
Goret eo da deod gant traoù lik. –

Ar c’hloareg evel m’he c’hlevas,
D’ar marchosi e-kuzh a eas,

Marc’h an aotroù en deus kavet,
Kaerañ oa er vro hed-da-hed ;

Gwenn evel vi ha flouroc’h c’hoazh ;
Prim evel evn, ha kas-digas ;

Ha biskoazh geotenn na beuras
Nemet lann bil ha segal glas.

Ar c’hloareg p’en deus arvestet,
E c’hourgleñv ’n e vrusk ’neus plantet ;

Ha goude ma ’neus her pilet,
D’ar baron en deveus skrivet :

« C’hoarv’et eo ur reuz all er gêr,
(Na daerit ket, va aotroù ker)

O tont eus ur fest noz d’ar gêr,
Torret gant ho marc’h e ziv’sker. »

Ar baron en deus adskrivet :
 Ha gwir eo ’ve va marc’h lazhet !

Lazhet va marc’h ! krevet va c’hi !
Kenderv kloareg, aliit-hi !

’Velkent, n’eo ket ret ober trouz,
Nemet mont mui d’ar festoù noz ;

N’eo ket hepken div’sker roñsed,
Torriñ priedoù a ve graet. »