Kloareg Rohan (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Merc’hig koantik eus a Rohan ;
Ne oa merc’h nemet he-unan.

Etre daouzek ha trizek vloaz,
Da oa dezhi kemer ur gwaz,

Da oa dezhi ober dilenn
’Tre baroned ha marc’heien,

’Tre marc’heien ha baroned
Hag a zeue d’he darempred.

Na blije nikun de’i an’e,
’Met an aotroù baron Vaze,

An aotroù kastell Traoñjoli,
Den klok a-gostez ’n Itali.

Hennezh a blijas d’he c’halon,
Dre ma oa leal ha gwirion.

Tri bloavezh hanter e oa bet
E plijadur an daou bried ;

Ken oe kaset kannad d’an holl
Da vont d’ar brezel da sav-heol.

– Pa m’on deus ar gwad uhelañ,
Ret eo din monet da gentañ.

Arsa ’ta ! kenderv, pa eo ret,
Dit a ran karg ouzh ma fried,

Ouzh ma fried, ouzh ma mab ker,
Kloareg mat, ’pez outo preder. –

Tronoz vintin, pa ee kuit,
Marc’het mat, sternet, hag eskuit ;

Setu an itron, oc’h ouelañ*,    [K ouelo] 
O tiskenn gant ar pazennoù :

O tont d’an traoñ gant he c’hrouadur*,    [K c’hredur] 
A hirvoude an itron fur.

En e vetek pa oa degou’et,
Krog e penn e c’hlin he deus graet,

E penn e c’hlin he deus kroget,
Gant he daeroù ’deus her glebiet.

– Va aotroù ker, ha ! me ho ped,
En an’ Doue ! na’m lezit ket ! –

An aotroù, gant truez outi,
A astennas e zorn dezhi ;

Ha d’an nec’h en deus he savet,
Hag en he raok ’neus he laket ;

War e varc’h ’neus he azezet,
Hag he briatat en deus graet.

– Janedig kaezh, tav az ouelañ*,    [K ouelo] 
Evit ur bloaz ’vin deut en-dro. –

Hag e vab en deus kemeret
Diwar barlenn e zous pried ;

’Tre e zivrec’h e gemeras,
Hag outañ ken kaer a sellas :

– N’eo, ma mab, pa vi en oad,
A z-i d’ar brezel gant da dad ? –

Pa oa o vont ’maez deus ar porzh,
Bras ha bihan a grie forzh,

Bihan ha bras holl a ouele ;
Nemet ar c’hloareg, eñ na ree.