Jenovefa Rustefan (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

Pa oa paotr Yannig gant e zeñved
N’en doa ket koun da ve’añ beleget.

– Ne vin, avat, beleg na manac’h,
Laket em eus ma spered er plac’h. –

Pa zeuas e vamm ha ’lâras dezhañ :
– Te a zo ur paotr fin, ma mab Yann ;

Lez al loened-se, ha deus d’ar gêr,
Evit monet da skol da Gemper ;

’Vit mont da skol da ve’añ beleget ;
Ha lavar kenavo d’ar merc’hed. –