Itron Varia Folgoad (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    IV

Pa’z ae ’r senechal da ver’nniañ,
Az eas ar c’hrouger d’he c’hrougañ.

A-benn ur pennadig goude,
Dont a reas d’e gaout-e* :    [eñ] 

– Aotroù senechal, me ho ped,
Mari Fañchonig na varv ket ;

Pa daolan va zroad war he skoaz,
Distreiñ da c’hoarzhin ouzhin ’ra.

– Taolit-hi ha didaolit-hi,
Kasit-hi d’ar fagodiri.

– Taolomp-hi ha didaolomp-hi,
Greomp tan ha moged d’he leskiñ ! –

A-benn ur pennadig goude,
Dont a rae ’r c’hrouger adarre :

– Aotroù senechal, me ho ped,
Mari Fañchonig na varv ket ;

’Mañ en tan betek he divronn ;
C’hoarzhin a ra ’leizh he c’halon.

– Pa gredin pezh a leveret,
Ar c’habon-mañ ’n devo kanet. –

(Ur c’habon rostet war ur plad,
Ha debret nemet e zaoudroad.)

Ar senechal oa souezhet :
Ar c’habon en devoa kanet.

– Mari Fañchonig, me ho ped,
Me zo faziet, c’hwi n’oc’h ket ;

Me zo faziet, c’hwi n’oc’h ket :
Petra zo en tan d’ho miret ?

– An itron Varia Folgoad
Zo ’skubañ dindan va daou droad ;

Ar Werc’hez, mamm ar gristenien,
Zo ’skubañ en-dro da’m c’herc’henn.

– Ret eo kas prim da Wigourvez,
Kas prim da di ar vererez ;

Kas prim da di ar vererez,
Da c’houzout piv eo pec’herez. –

Tremenet ’oant holl dre an tan,
Ha nikun na lakeas man ;

Tremenet holl hep lakaat man :
Nemet ar vatezh he-unan.