Bran (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Antronoz, dimeus e wele,
An aotroù Bran a c’houlenne :

– Gedour, gedour, din livirit,
Lestr ebet o tont na welit ? –

– Aotroù, marc’heg, na welan-me
Nemet ar mor bras hag an neñv. –

An aotroù Bran a c’houlennas
Gant ar gedour, da greisteiz c’hoazh :

– Gedour, gedour, din livirit
Lestr ebet o tont na welit ? –

– Aotroù marc’heg, na welan tra
Nemet mor evned o nijañ. –

An aotroù Bran a c’houlennas
Gant ar gedour d’ar pardaez c’hoazh.

– Gedour, gedour, din livirit
Lestr ebet o tont na welit ? –

Ar gedour-gaou, pa e glevas,
C’hoarzhin-drouk outañ a reas :

– Ul lestr a welan-me pell-pell,
Hag eñ foetet gant an avel. –

– Na pezh arouez ? livirit krenn !
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn ? –

– Aotroù marc’heg, ’vel ma welan,
Du eo, m’hen toue ruz-glaou-tan ! –

Ar marc’heg kaezh, p’en deus klevet,
Na mui na ken ’neus lavaret ;

Distroiñ a reas e zremm c’hlas,
Ha gant an derzhienn a grenas.