Bran (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Marc’heg Bran a zo bet tizhet ;
Rak e kad Kerloan emañ bet.

E kad Kerloan, e-tal ar mor,
Oe tizhet mab bihan Bran-Veur*.    [L -Vor] 

Daoust d’hor gounid oe kemeret,
Ha glas-meurbet oe kaset.

Ha glas-alaouret pa zeuas,
E-barzh un tour, eñ a ouelas :

– Va c’herent a drid hag a you,
Ha me war va gwele : a ! you !

Me ’garfe kaout ur c’hannader
A zougfe da’m mamm ul lizher. –

Ar c’hannader pa oe kavet,
Ar marc’heg en deus kemennet :

– Ur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk ur c’hlaskour-boued a-zevri ;

Va bizoù ’gemeri ivez ;
Va bizoù aour, un arouez ;

Ha da’m bro ’dal ma tegouezhi,
Da’m mamm itron e ziskouezi.

Ha mar deu va mamm da’m daspren,
Kannader, ’arouezi e gwenn ;

Ha, siwazh din, ma na zeu-hi ;
Va faotr, e du ec’h arouezi. –