Serbed

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 21/07/1918
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Un nav pe zek emaint, en disheol gourvezet,
Seblant gwall faezh warne hag o dremm enkrezet,
Emgannet o deus start en o bro baour, du-hont,
Evit difenn enni kement mad a garont ;
Evit derc’hel ane’i didrast ha digailhar
Ha miret un oaled war he zammig douar.

Stourmet o deus spontus, dalc’het penn ur pennad,
Ha bet gante, war-lerc’h, ar washañ kalonad :
Gwelet o bro flastret, hag int, soudarded taer,
Ret d’e kilañ bepred ha lezel ar gwasker
Da laerezh, da danañ, da zispenn, da wallañ
D’ober fallagriezh falloc’h eget fallañ !

Hag e stourment gwashoc’h, mui-ouzh-mui kounnaret,
Betek chom war al lec’h marv pe wall aozet.
An daolenn c’hlac’harus a welont dirage !
Eñvorioù na dec’hont noz ha deiz digante...
Amañ emañ o c’horf, met o spered nec’het
A zo dalc’hmat du-hont en o broig trec’het ;
A bep tu e taolont o selloù diseblant
Hep prizout gant netra kement diduamant.
Klañv ez int, mac’hagnet. Int, gwechall yac’h ha serzh,
N’o devo mui, moarvat, na yec’hed kaer na nerzh...

    ***

A-bioù d’e tud diboell a vale hag a gan,
Merc’hedoù pennoù skañv, gwazed pell diouzh an tan,
A gemer ar brezel evel un digarez
Da heuilh gwashoc’h a se an droug e pep doare !
Ar Serbed, o welet ganeomp skouerioù ken fall,
A dle, hep mar ebet, hon c’hlemm hag hon tamall...
Penaos, p’ez eus bremañ pobloù paour peurfriket
Hep na toenn na ti, nag ul lec’h da gousket ;
P’ez eus brezelourien gourizet a c’houlioù
O stlejañ o anken a-dreuz an holl vroioù ;
Pa welomp soudarded er brezel o vervel
Evit o frankizioù, o zud hag o c’havell ;
P’emañ ar bed a-bezh e-barzh ur mor a wad
Ha n’eus gant ar walenn nemet meneg da bad !...
Penaos e c’hall ur rumm kemer o flijadur ?
C’hoarzhin pa ouel an holl ? O yaouankiz hudur !
Karout a rafen, ya ! gwelet dremm ar c’hastiz
O parañ ur pennad war ho kêr, war ho ti !
Renit ho puhez fall, heuilhit ho kwall sioù,
Met, en anv Doue, pa welit hon poanioù,

En em virit, mar plij, da greskiñ hon glac’har,
Fallgalonus eo stourm evit tud ken digar.

    ***

Ar Serbed, hag a soñj, da’m c’hredenn, eveldon,
A dro war-zu ar mor ur sell karus ha don ;
A gas, a-dreuz dezhañ, sell ha huanadenn,
Betek o bro du-hont, hag, ouzhpenn... ur bedenn.
Ur bedenn ! rak Doue a wel eus an Neñvoù
O daeroù hag o foan, o nec’h, o gouzañvoù...
Biskoazh n’eo bet gantañ dilezet an Dister,
Na lezet kennebeut an trec’h gant an Draster !
Ar Serbi a vevo ! Kennerzh, eta, Serbed,
Daoust m’emaoc’h stlabezet kement all dre ar bed !
Un devezh a zeuio, tost mat deomp, piv a oar ?
Ha c’hwi a welo c’hoazh ho Pro hag ho touar ;
Ho touar disammet, ho Pro deoc’h war he c’hiz,
Hag ar peoc’h adkavet e-touez ho kenvroiz...

    ...............

Un nav pe zek emaint, en disheol gourvezet,
Seblant gwall faezh warne hag o dremm enkrezet.