ar Vuzulmanez kozh

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 13/05/1917
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

                                         kinniget d’an aotroù Dyèvre

War dreuz he dor, mantret, ar Vuzulmanez kozh
A ouel hag a hirvoud, kuzhet ganti he fenn :
« An estren a ziruilh, ar c’hanolioù a groz,
          Allah ! deus eta d’hon difenn !

An estren a ziruilh, pobloù kriz ha treitour,
Drastet gante pep tra ha devet meur a lec’h ;
Pep gwir a gemeront, laer ’int evel an dour,
          Allah ! pelec’h ez out ?... Pelec’h ?

Tud ar vro, harluet, a gas holl diraze,
Chatal ha bugale, hag un nebeud druilhoù ;
N’ouveont* pelec’h mont, pelec’h ober dale,    [n’ouzont]
          Allah ! sell ouzh hon trubuilhoù !

Netra ne chom neblec’h, peilhet eo bet pep ti,
War an oaledig yen ar c’hi paour a gunud ;
Flastret hon peadra gant gwalenn a gastiz,
          Allah ! na zilez ket da dud !

Ar vered a zo deomp, deomp-ni, Muzulmaned,
A zo bet labezet ; ha moske hon Tadoù
A zo ur marchosi... War sav, Sarazined !
          Allah ! entan da strolladoù ! »

Ha dirak ar brezel, an harlu hag an drailh,
Galv ar Vuzulmanez a zo muioc’h dalc’hus ;
Gwech he c’hlemmoù a sav, gwech he c’halon a frailh*...    [freilh] 
          « Allah ! ro deomp un nerzh trec’hus !

Ne lezi ket, moarvat, pobladoù milliget
Da vantriñ ac’hanomp, da saotrañ da zouar ;
Ur bobl eveldomp-ni n’hall ket bezañ pleget,
          Allah ! ha te a zo bouzar ?

Gwechall e oas didrec’h ha soñj mat a viran
Eus hon brezelioù bras gounezet e pep bro ;
An trec’h a oa ganit ha ganeomp, pa lâran !
          Allah ! moarvat n’out ket marv ?

Soñj mat am eus ouzhpenn eus an dud a gouezhe
Dindan hon taolioù-ni war ar plaenennoù noazh ;
Pinvidik-mor e oamp ha galloudus neuze...
          Allah ! o degas-se deomp c’hoazh !

Mar na zegasez ket, kenkoulz eo din mervel
Evel bezañ sklavour en hon bro peurflastret ;
Skuizh ez on o c’hervel, ret e vo din tevel,
          Allah ! ne vi ket diskaret !

Rak, n’eus mui nemedon o c’hervel ac’hanout !
N’eus nemedon amañ e-kreiz an dismantroù !
Den, en diavaez din, n’en deus fiziañs ennout,
          Allah ! te a wel ma daeroù ! »

Ar Vuzulmanez kozh a davas ur pennad
Hag a c’hortozas pell hep na deue netra.
« Eñ ne c’houl’ ket, eme’i, pleal* gant ma mennad,    [plediñ] 
          Da betra gervel ? Da betra ?

« Skrivet e oa » hep mar e rankjen em c’hozhni
Gouzañv seurt dismegañs a-raok ma zremenvan ;
Pa n’am eus evit stourm nemet ma c’hasoni,
          Marv, deus ha bez ma diboan ! »

.................................

A-benn ma peurdavas stered a lugerne,
Ha pa savas, kerniek, al loar war an noz yen,
Ar Vuzulmanez kozh a rentas hec’h ene,
          He mallozh war ar vuntrerien.

Diwar e notennoù, e Vertekop, sav-heol, an 28 a Wengolo, 1916
Ar pezh barzhoniezh kaer-mañ a zo bet savet gant hon rene, p’edo e bro ar Sav-Heol, diouzh giz kanaouennoù ar vro-se, dirak dismantroù ur gêriadenn eus ar Vuzulmaned. Ar re-mañ a zo, evel ’ouzoc’h, diskibien ar falz-profed Mahomed. « Allah » eo an anv a reont eus Doue en o yezh.