Sponterez pesked
- Armella
- Baleadenn gwechall
- Bevet ar Varzhed !
- Buhegezh vruzunet !
- Delioù kouezhet
- E koun Liz Bellec
- En em grouget
- Eured Madelen
- Hag e viromp hon spi...
- Hirvoudoù ur wreg yaouank
- Kerent karet...
- Kistin ar c’hozhiad
- Klud ar goulm
- Kouskit e peoc’h !
- Lenn Ostrovo
- Mouezh an durzhunell
- Nedeleg ar martolod
- Pegoulz ?
- Serbed
- Son ar chistr
- Sponterez pesked
- an Harlu
- ar C’hoadour
- ar Vamm-gozh
- ar Vuzulmanez kozh
war don Baleadenn ar gounideg
I
Ur wech e oa, e-barzh Bro-Gerne,
Ur verc’h tener, kanerez flour,
Hag he devoa poan-spered bemdez
O welet tud war ribl an dour ;
Pesked gante a vije tapet
Ha stlapet goude war ar sec’h,
Hi, kalon vat, a chome poaniet,
Hag he mouezh a save d’an nec’h :
diskan
Pesked, o pesked bihan,
Klevit ma mouezh ha heuilhit ma c’han ;
Diwallit... Bezañ eo treitour,
Neb a weled, evel gedour,
A-hed an dour... (div wech)
II
Kement e kare ar pesked koant,
Ma teue stank, stank d’o gervel ;
Hag int a heuilhe, hep nec’hamant,
Ar vouezh a glevent o sevel ;
Ur fent e oa gwelet anezhi
O vont, o tont en-dro d’ar stêr,
Tra ma frinke, a-geñver dezhi,
Bagadoù pesked dibreder...
III
P’en em gave ar besketaerien,
E vanent holl gwall souezhet ;
Ar pesked, peurvuiañ rederien,
Ar pesked a chome mouzhet ;
Kaer o devoa pentañ higennoù
Ha lakaat boued dibab warne,
Terzhienn ebet war o linennoù,
Ur vouezhig hepken a gane :
IV
Mallozh ! e lavarent, kounnaret,
Mallozh ruz ! war ar ganerez ;
Hounnezh, gant he c’hanaouenn daonet,
A zo evel ur sponterez ;
Savomp ha tec’homp pell diouti,
Rak amañ e kollomp hon foan ;
Strafuilhet eo ar pesked ganti,
N’he c’hlevit ket c’hoazh o tiskan ?
V
Hag ar verc’h tener a gendalc’he
Gant e sonig luskellerezh ;
Ha, d’he heuilh, ar pesked a dec’he,
Dirak droug ha trubarderezh.
– Ar sponterez pesked, marteze,
E vin lesanvet, emezi,
Un taol kaer, avat, nag an dra-se,
Ur c’han am eus da’m frealziñ.
VI
Sponterez pesked, e gwirionez,
Eo bet gant an holl lesanvet ;
Se na drubuilh ket kalz hec’h ene,
He mouezhig flour n’eo ket tavet...
O ! nann... Rak kaer eo bet ar c’hoari :
Ar pesked na vint mui tapet,
Ha hi a gan, da beurgounnariñ
Ar besketaerien... divleupet* : [galleg déniaiser]
Pesked, o pesked bihan,
Klevit ma mouezh ha heuilhit ma c’han ;
Diwallit... Bezañ eo treitour,
Neb a weled, evel gedour,
A-hed an dour... (div wech)