Nedeleg ar martolod

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 06/01/1918
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da Laouenanig ar roz (C. Le Mérer)
    war don Me zo ur bugelig paour (Taldir)

Mab Doue a zo ganet
Hanternoz ! Lidomp e ouel
Dezhañ war hon lestr, daoulinet,
Martoloded, kanomp : Nouel !

    diskan

Ya, Nouel ! Keloù dispar...
Kae, lestrig, ha tec’h seder !
Peoc’h d’an dud paour war an douar,
Ganet eo deomp hon Dasprener !

Hon tud, en-dro d’an oaled,
A skod o steredenniñ,
A c’houl’ ma vefomp diwallet
Hag a bed start evidomp-ni.

Kent ma teu an hanternoz,
Kêriadenn ha kêriadenn,
E teredont d’an iliz kozh
D’azeuliñ ar Mabig graet den.

Ni n’hallomp ket evelte
Stouiñ ouzh troad an aoter,
Met a galon ez omp gante
Hag e kanomp hon c’han dister...

Dindan bolz an Neñv lintrus,
Stroñs ar mor bras hon luskell,
Ni a zo henoazh evurus,
Hon fedenn he deus divaskell !

Gwechall-gozh, ar Rouanez
A wele ken souezhus
Ur steredenn o ren an’e
Betek kraou ar Mabig Jezuz.

Mard eo ar mor-mañ treitour,
Gwashoc’h eo mor ar vuhez,
Penaos e dreuziñ hep sikour ?
Dre belec’h mont, Mabig Doue ?

Hon selaouit, ni ho ped,
Mirit deomp ho steredenn,
Evit ma heuilhimp dre ar bed
An hent gwellañ, ar gwir roudenn.

Levenez a zo ennomp,
N’eus mui a deñvalijenn
Hag ar yev, a boueze warnomp
A dec’h... Setu ar sklêrijenn !

Ar sklêrijenn, mor kompouez
Hag avel vat da c’hortoz
Monet da ganañ hep paouez
Nouel da Borzh ar Baradoz...

     diskan :

Ya, Nouel ! Keloù dispar...
Kae, lestrig, ha tec’h seder !
Peoc’h d’an dud paour war an douar,
Ganet eo deomp hon Dasprener !