Kouskit e peoc’h !
- Armella
- Baleadenn gwechall
- Bevet ar Varzhed !
- Buhegezh vruzunet !
- Delioù kouezhet
- E koun Liz Bellec
- En em grouget
- Eured Madelen
- Hag e viromp hon spi...
- Hirvoudoù ur wreg yaouank
- Kerent karet...
- Kistin ar c’hozhiad
- Klud ar goulm
- Kouskit e peoc’h !
- Lenn Ostrovo
- Mouezh an durzhunell
- Nedeleg ar martolod
- Pegoulz ?
- Serbed
- Son ar chistr
- Sponterez pesked
- an Harlu
- ar C’hoadour
- ar Vamm-gozh
- ar Vuzulmanez kozh
d’an Aotroù Bellanger, « difennour Breizh »
Kouskit e peoc’h, brezelourien
Marvet evel gwir verzherien
O stourm ouzh hon enebourien.
Amañ, e korn un draoniennig,
Pell diouzh pep lec’h, hoc’h-unanig,
Ra vo diskuizhus ho hunig !
Nebeut, hep mar, a ziskenno,
Nebeutoc’h c’hoazh a zaoulino
War ho pez, dirak ho anv.
Met, ni, ho kenvreudeur vrezel,
Ne c’houl’omp ket ho tilezel :
Hon fedenn a vo deoc’h skoazell.
Rak, daoust m’oc’h amañ douaret,
Hoc’h eñvor, soudarded karet,
A vezo ganeomp holl miret.
Ni a gaso d’ho tud, d’ho pro,
Mar gallomp c’hoazh donet en-dro,
Keloù glac’harus ho marv.
Lâret penaos ’oc’h bet tizhet,
Ha pelec’h ez oc’h bet kouezhet,
Int a vo muioc’h frealzet.
Penaos, kent kuitaat an draonienn,
Hon eus laket war ho pez yen
Ur groaz arouez ar Gristenien.
Hag, ouzh troad ar groaz, bleuniennoù,
Kimiad tener hon c’halonoù,
Hag, a-us d’e, hon fedennoù.
Kenavo, eta, breudeur ker !
Ni a gendalc’h gant ar Gwasker :
Ho marv a zo deomp skouer gaer.
Ha, c’hoazh, e korn an draoniennig,
Pell diouzh pep lec’h, hoc’h-unanig,
Ra vo diskuizhus ho hunig !