ar C’hoadour

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 22/04/1917
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    war don Silvestrig

Savet da’m breur, koadour, evit e frealziñ pa oa o c’houzañv poan er fozioù brezel ; en e goun bremañ, p’emañ dirak Doue goude bezañ kouezhet evit e dud hag e Vro.

Na pelec’h emañ du-se ma C’hoad leun a frankiz,
E-lec’h m’am eus tremenet hep nec’h ma yaouankiz ?
O ma C’hoad, ma C’hoad karet, ha me da welo c’hoazh ?
Mard on hirie war ma mad, penaos e vin warc’hoazh ?

Kaer o deus ar c’hanolioù krozal gant trouz ifern
Hag an obuzioù sklokal a bep tu din a-vern ;
Kaer en deus an Ankoù mut diskar tud en-dro din,
Da’m C’hoad bras e hirvoudan, da’m C’hoad e hirvoudin !

Kennerzhet ez on amañ gant ar soñj anezhañ,
Beure ha noz ma spered a nij betek dezhañ,
A nij pell diouzh ar brezel, du-hont betek ma C’hoad,
E-lec’h ma kavan frealz, diskuizh, peoc’h hag eurvad...

Frealz o c’houzout n’eus ket a vrezel dre eno ;
Diskuizh, o tec’hel er-maez a dourni ’n emgannoù ;
Peoc’h, o vevañ dibreder e-kreiz ma Bro-Gerne ;
Eurvad... N’eus enkrez ebet o sammañ ma ene !

Ya, d’an deiz pa hirvoudan, d’an noz em huñvreoù,
E welan reizh dirazon ma C’hoad, e zoareoù ;
Pet gwech n’eo ket degouezhet ganin dihun, mantret,
Troc’het din gant ar spouron huñvreoù alaouret !

Huñvreoù bevet ganin !... A garfen c’hoazh bevañ,
Huñvreoù hag am laka meur a wech da leñvañ...
Nann, den a gement n’eo bet er brezel euzhus-mañ
N’hall gouzout pegen freilhus eo gouzañv poan amañ !

Dre-se, pa c’hellan kemer hent ar C’hoad a garan,
A-dal ma franka warnon, kerkent e gemeran ;
Neuze, nag a levenez em c’halon a Goadour !
Un eurvezh yec’hed hepken a ra vad d’an c’hlañvour.

Hag e welan o tremen ma gwellañ amzerioù,
Karget a evurusted, leun a blijadurioù ;
Ha kavout a rin-me c’hoazh ma devezhioù gwechall
Pa vo echu d’ar brezel ha da’m reuz dre Vro-C’hall ?

Ha kavout a rin-me c’hoazh ma baleadennoù
A-dreuz torgennoù ar C’hoad, a-hed e draoniennoù ?
Ha kavout a rin ennañ ma zaou gi, Dick ha Benn,
O kas war-lerc’h ar gedon o vont d’o diarbenn ?

Ha kavout a rin-me c’hoazh e vein-hir, peulvaned,
Roc’h Seizh Feunteun, an Ermid, Toull ar C’hornandoned ?
Gwelet a rin diwarnañ, gant ar vorenn glazet,
Menezioù Du hag Arez en dremmwel morguzhet* ?    [morgudet ?] 

Ha kavout a rin-me c’hoazh ho tourioù, parrouzioù ?
Ha klevet a rin, d’an noz, mouezh hoc’h añjeluzioù,
Kallag, Pluskelleg, Plourac’h, Kalanel ha Karnod,
Sant-Servez kozh ha Bulad, Sant-Nigouden, Duod ?

Ha kavout a rin-me c’hoazh ho ti degemerus,
Holl vignoned tro ar C’hoad, holl vignoned karus ?
Nag a ziviz graet ganeomp e kornig an oaled
Dirak ur bannac’h chistr tomm pa gane ar skrilhed !

Ha kavout a rin-me c’hoazh – o pebezh levenez ! –
Ma c’hoar ha ma mamm garet em c’hêrig Kerhernez ?
Kavout a rin ma breudeur, echu ivez o zro ?
Doue, mirit ac’hanomp hag hon c’hasit d’ar vro !

Ha kavout a rin-me c’hoazh iliz kozh ma farrouz,
En he zraoniennig peoc’hus, gant he bered didrouz ?
Gant pegement a fiziañs e kimiadis diouti,
Goude bezañ goulennet ma mennad diganti !

Sant Servez, hon paeron mat, a harp e vugale ;
A-raok kuitaat e zouar, em boa graet dezhañ le
D’e garout kalz ma tec’hjen hep gloaz diouzh ar brezel ;
Sant Servez ken galloudus n’hall ket ma dilezel...

Doue, eta, ar Werc’hez, an aotroù Sant Servez
Am c’haso da’m Bro, da’m C’hoad, me a gred, un devezh ;
Ar gredenn-se a viran gwriziennet start ennon,
Ha hi, e-kreiz pep stourmad, eo a zalc’h ac’hanon.

Devezh meurbet benniget, devezh kaer an distro,
Gouelañ, kanañ ha c’hoarzhin a rin o tont da’m Bro ;
Soñjal a ra din penaos na garin ket a-walc’h
Ma zud, ma c’hêrig, ma C’hoad, daoust m’o c’harin ma gwalc’h !

Evurusted ken tener, pa huñvrean ennout,
En em c’houlennan pegoulz e kavin ac’hanout ;
Pell-bras e-pad ar brezel... nag e padfe pelloc’h,
Ar gortoz hir, mar bez mat, ne vo nemet gwelloc’h.

Ra zeuio buan ganeomp an trec’h hag al lore,
Ma tistrofomp, soudarded, gant hon zud adarre ;
Ma tistrofomp, Bretoned, da vro goant hon c’havell,
E-lec’h m’eo ken dous bevañ, ken frealzus mervel !...

    2 a viz gouere