an Harlu

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 28/07/1918
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da Ivonig Picart, testeni a genvroadelezh

Chadennad truezus a dud o tilezel
O zi, o c’hêr, o bro, hag o vont dilavar ;
War o seul an tan-gwall, a bep tu ar brezel,
Ne gavont a bep lec’h minic’hi na skoazell :
An Harlu evite a zo hent ar C’halvar...

An Harlu a zo kriz. Ne ruilh ket o daeroù.
A-walc’h o deus gouelet, gwasket gant ar walenn ;
An ti o doa savet a zo e dismantroù,
Ar bobl ar fallakrañ a beilh o douaroù...
Gwell eo tec’het eget gwelet ur seurt taolenn !

Hag e tec’hont a-leizh, tudoù kozh, bugale,
Gwragez, merc’hed yaouank, leun holl a nec’hamant ;
Ar re gozh, daoubleget, poan vras d’e o vale,
En em harp gant kennerzh an eil ouzh egile ;
Hini an’z ne glemm, na hini ne zamant...

War girri peder-rod, stlejet gant ejened,
Kirri laosk ha gorrek hag a wigour gwashoc’h,
E weler bern-war-vern, mesk-ha-mesk, daoubennet,
Druilhoù ha paourentez tiegezhioù barnet
Da glask, n’ouzont pelec’h, un douar peoc’husoc’h.

Un nebeudig chatal, laeret gant o ferc’henn,
Hep goût d’an enebour, a heuilh ivez disent ;
War o lerc’h krennarded diskabell, diarc’hen,
Hanter-wisket ha liv an naon en o c’herc’henn,
O diarbenn raktal ma kuitaont an hent.

A-wechoù un daolenn – un daolenn Aviel –
Un daolenn gaer dispar hag hon lak da leñvañ :
Ur vamm war un azen, war he brec’h ur bugel,
He diwezhañ-ganet, krouadurig hag Ael,
Harpet ouzh he bruched... Ya, taolenn ar vravañ !

Hag ar chadennad-tud, loened, kozh-peadra,
A dremen e-pad pell, a dremen truezus ;
Ne glevomp gant hini ar gomz an disterañ,
Met o daoulagadoù, warnomp-holl o parañ,
A ginnig deomp ur sell, ur sell trugarezus...

Rak, mar deuont a-dreñv, ni a gerzh d’ar stourmad ;
Fiziañs o deus ennomp, ha ni a lavar d’e :
« An dud a wask ho pro ne drec’hfont ket dalc’hmat ;
Mard eo c’hwerv an harlu, an distro a zo mat ;
Ar gounid, ni hen tou, ne chomo ket gante ! »

Dirazomp ar c’hanol a groz... e vouezh garv,
Ouzh hon gervel du-hont a ra d’hon gwad birvi ;
An emgann a vo tomm... Kalon ! Deut eo hon tro !
Mallozh d’an drubarded ! Ne vern ket ar marv :
Re all a zisoc’ho mar kouezhomp en irvi !

Ne vezo ket lezet harluiñ hag argas,
Na diframm diouzh o bro tud hag a vev enni ;
Kastiz a zo dleet da gement a wall-gas,
Da gement a gemer ur bobl all evit chas...
Gwa evit ar Gwasker, mar klask ar gasoni !

Kasoni a gavo !... Gant hevelep diner
E paeas ar re all e vo paeet goude ;
Neb a dorr ul lezenn, n’he zorr ket en aner ;
Da neb a zo garv n’eus ket a varn dener :
Ar pobloù er bed-mañ a bae o fallentez !

Chadennad truezus a dud o tilezel
O zi, o c’hêr, o bro, hag o vont dilavar ;
War o seul an tan-gwall, a bep tu ar brezel,
Ne gavont a bep lec’h minic’hi na skoazell :
An Harlu evite a zo hent ar C’halvar...