da Vadelen ar Moal ha da Laouig an Du
    war don Gwennili tremeniad

Un eured c’hoazh, tudoù,
Un eured e Koadoù,
     Ar c’heloù laouen !
Hag e teuan seder,
Da ganañ, dibreder,
     Deoc’h ur ganaouenn.

Koad-ar-Roc’h, Kervabrouz,
Lec’hioù koant ha didrouz,
     Heñvel ouzh neizhioù ;
Enne ar c’hrouadur
A gav gwir blijadur
     E-kreiz ar maezioù.

Bevañ ouzh an douar,
Evurusted leun-bar !
     Klevit, yaouankiz ;
An eil amzer, eben,
E-bioù deoc’h o tremen,
     Karget a frankiz...

Frankiz ha levenez,
Nebeud a zienez,
     Kalz, kalz a zudi ;
Ya, gant poan o divrec’h,
Tud ar maezioù a drec’h,
     ...Mar gouzont pediñ !

Pa gan evned bihan,
Pa veskont o richan,
     Gant beurevezh vae ;
Piv, e skeud ar c’hoadoù,
A-hed traonienn, pradoù,
     Ne ganfe ivez ?

Pa sav c’hwezh ar bleunioù,
Skañv a-us d’ar c’hleunioù,
     Den n’hallfe mirout
Ouzh ar goulm hag he far
Da nijal hep arvar
     Ha d’en em garout.

Er stumm-se e c’hoarvez
Gant tud yaouank ivez,
     Pa zegouezh gante
Hanter anzav... tevel,
Kuzh menezioù heñvel
     O ! ar Garantez !

Bremañ, p’eo graet ar skoulm,
Bet gant Laouig e goulm,
     Kan, kan, ma zelenn,
Ar verc’h an tenerañ
An eured ar gaerañ,
     Eured Madelen !

Daou bried a-zoare,
Deut eo deoc’h ho huñvre
     Ha bet ho mennad ;
Deoc’h hon gourc’hemennoù,
Pa drid ho kalonoù
     Gant kement a stad.

Sant Iltud d’ho tiwall,
D’ho miret a bep gwall
     E-pad ho puhez ;
Ha d’ho heuilh war an hent
A gasas ho kerent
     Betek peoc’h Doue !